henan an Iliz, ha pep gwech m’eo bet dindan bec’h, en deus astennet d’ezi e zorn madelezus. P’he gwelas o vont da gouezan da viken dindan galloud ar Zôzon, e tigasas Jann d’Ark hag Arzur Breiz d’he diframman adre daouarn he enebourien. Diouz m’eo bet eviti, en amzer dremenet, eo êz gouzout petra vezo eviti en amzer da zont. Fizianz eta, daoust da bep tra, en sant Mikêl.
Otrou binniget sant Mikêl, c’houi hag a zo unan eus ar re a zo en penn ar baradoz, skoazellet ac’hanomp, ni ho ped, komzet d’hon eneou en hano Doue ; douget d’an nenv ezans hon finijen hag hon feden ; grêt d’imp kaout ar gonid er brezeliou hon deve ouz an drouk-spered, ha pac’h efomp eus ar bed-man, kinniget hon eneou d’ar Barner.
Evelse bezet grêt.
erom, ar gouiziekan eus Tadou an Iliz, a oa ganet en Stridon, en Dalmasi, war-dro ar bla 331. E dad, den a beadra, a gasas anezan da Rom d’ober e studi.
A-bouez lenn ar skridou gwellan savet en gregach hag en latin, e teuas a benn da c’houzout mat an daou yez-ze.
Er mare kentan m’oa deut da Rom, ec’h ee bep sul d’ober eun dro d’ar c’hatakombou, da bedi war beziou ar verzerien ; mes a damm da damm, e teuas da zilezel an hent mat.
Da ugent vla, e oe badezet gant ar pab e-unan, hag e tec’has diouz eur gêr a roë re a digare d’ezan da gouezan er pec’hed. Gwelet a reas Trev hag Akuile. Ac’hane e skoas etrezek ar zav-heol, gant eun nebeut tud yaouank (372). Gwelet a reas menec’h ar broiou-ze hag e c’hoantaas kemer skouer warneze : mont a reas da chom da ouelec’h Kalcis. Eno e tremenas e amzer o pedi, o labourat a gorf, oc’h ober pinijen, hag o studian ar Skritur-Zakr. Da ziskuizan, e lenne skridou Plaut, Ciceron, Virgil hag Homer.