Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Genver
67
santez agnes

war al lec’h. « Ma n’out ket goest, dre da bedennou, eme-zan, da lakat breman ar vue da zistrei em mab, e vezo anat d’an holl eo bet skoet ganit ha n’out nemet eur zorserez villiget. ! »

Agnes a bedas gwalc’h he c’halon. El an Otrou a ziskennas adarre en he c’hichen hag a lakas Prokop da zevel eus a varo da veo.

Ha heman raktal da lavaret : « N’eus nemet, eun Doue, mestr an nenv, an douar hag ar mor ! An templou n’int netra ; an doueou zo enne ’ zo maro ! Doue ar gristenien hepken eo ar gwir Doue ! »

Beleien ar baganed, o klevet komzou Prokop, a yeas en kounnar hag a youc’has : « Dao d’ar zorserez a lak pennou an dud da drei var an tu gin ! »

Ar prefed nec’het o klask gouzout penôs dibunan ar guden, en em dennas, hag a loskas Aspasius, an eil-prefed, d’ober ’vel ma karje.

Heman a reas c’houezan eun tantad tan ha stlepel ar verc’h ebarz ; evel ne rê an tan droug ebet d’ezi, e reas he lazan a dôliou kleze. Evelse, war diouaskell ar boan, e pignas en nenv, d’he zrizek vla, Agnes, ar werc’hez hag ar verzerez.

Eiz devez goude, e lavaras d’he zud : « Elec’h gouelan d’in, bezet laouen dre m’am eus breman eun trôn skedus en nenv. Aman on unanet gant an hini a garen war an douar eus holl nerz ma c’halon ! »

He merzerenti glorius a zigouezas er bla 303.

————


KENTEL


Ar c’hlanded


Ar c’hlanded a zo eul lilien, ne zav nemet en liorzou ar gristenien ! An dud glan eo êle an douar !

Ar pec’hed hudur a lak merk an aneval war an tàl. An hudurnez eo plijadur ar c’horf, ennan e-unan, evel m’eo an ourgouilh plijadur ar spered, ennan e-unan. Plijadur vrein ar spered ha plijadur vrein ar c’horf a ro an dorn, peurliesan, an eil d’eben :


Hag an den gante n’eo mui den.
Eul loen daou-droadek n’an eo ’ken !

Ne wel mui e zever, dallet eo.

Bezomp glan a spered hag izel a galon, hag e welfomp Doue.

Ar baganed, gwechall, a rê o Doue eus an hudurnez. En hon amzer, dre ar paperou hag ar skoliou, e karfed digas endro ar relijion bagan. Tadou ha mammou, tôlet evez war ar paperou a goue etre daouarn ho pugale ! Tadou ha mammou, tôlet evez en pesort skoliou lakat ho pugale : ene eur c’hrouadur a zo ken êz da strafilhan !


Diouz ar vistri digristen hag ar skoliou dizoue,
Otrou, hon diwallet, ni ho ped !