Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/669

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Navet devez warn-ugent a viz Gwengolo


SANT MIKÊL ARC’HÊL


Da ze kentan ar bed, Doue a roas da anaout d’an Ele darn eus an treo da zont ; diskouez a reas d’eze, dreist-oll, e Vab muian-karet o c’henel war ar plouz, o vevan e-touez an dud hag o vervel war ar groaz, hag e c’hourc’hemennas d’eze stoui d’hen adori.

— Biken, a lavaras Lusifer, ne vezo gwelet eur spered hepken, evel m’eo eun êl, o stoui dirak eur prenv-douar evel m’eo eun den, nan biken ! Non serviam. Me bigno betek an trôn a bado da viken, ha henvel e vezin ouz an hini a zo an uhelan.

— Adoromp holl ! Salus Deo nostro, a lavaras neuze Mikêl ; piou a zo henvel ouz Doue ? Quis ut Deus ?

Hag an nao rummad êle mat, bodet endro d’an arc’hêl bras, a stouas, a-bell, dirak Jezuz hag e groaz santel, epad ma strake holl dorojou ar baradoz gant Lusifer hag e zrouk-êle o kouezan a vilvern en ifern.

Abaoue m’eo stlapet eus an nenv gant an Otrou Doue, Lusifer ne glask nemet eun dra : argas an Otrou Doue, d’e dro, eus ar bed-man. Pa weler pec’hed hon tad hag hon mamm gentan, fallagriez an dud o kreski kement ma renk an dour-beuz dont d’he