Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/667

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Gwengolo
667
sant kom ha sant damian

An daou verzer ne nac’hjont ket o Doue evit kelo ze ; ar gouarner a reas o stlepel er mor don, mes êle an nenv a dorras o chadennou, hag e c’halljont dont d’an douar hep droug ebet. Neuze Lysias a reas o zeurel en tan, hag o vezan ne rê droug ebet d’eze, kennebeut, e lakas o dibennan : en doare-ze e tastumjont kurunen o merzerenti.

O c’horfou a oe sebeliet en Syr. Brud eus o zantelez hag eus o galloud dirak Doue a yeas, n’eo ket hepken dre ar zav-heol, mes ive dre ar c’huz-heol. En Rom hepken e oe savet nao iliz en o enor. O hanoiou a ve lavaret bemde arôk ar gourreou en oferen.

————


BOKED


Setu aze gwir vreudeur ; brezel ebet n’en deus gallet terri ar garante a oa etreze ; skuilhet o deus o gwad ha heuilhet o deus an Otrou ; disprijet o deus lez ar roue, hag en em gavet int en lez an nenv.

O ! na pegen mat ha pegen kaer eo gwelet breudeur o vevan unanet !

Disprijet o deus lez ar roue, hag en em gavet int en lez an nenv.

Brevier Rom.




Eizvet devez warn-ugent a viz Gwengolo


SANT WENSESLAS
Duk ha merzer (***-935)



Wenseslas, duk Bohem, mab da Wratislas, eur mit c’hristen mat, ha da Zrahomir, eur baganez touet, a oe savet gant Ludmilh, e vamm-goz, eur wreg eus ar zantelan.

E vamm, goude bezan bet ar grizder da vougan an dukez Ludmilh (927), a c’houarnas ar vro gant sikour he mab yaouankan Boleslas. Dispakan reas dioustu he c’hounnar ouz ar gristenien ; gourc’hemenn a reas diskar an ilizou, ha difenn a reas prezek ar fe ; kement lezen vat a oa bet, grêt, gant he zad-kaer Vorsiwog, kentan duk kristen a renas er Bohem, a oe tôlet d’an traou ; an dud en karg hag a heuilhe ar relijion gristen a oe diskaret, hag o flasou roët da baganed ; eleiz a gristenien a oe lazet dre gasoni ouz Jezuz-Krist.