Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/661

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 Gwengolo
661
sant lin


SANT LIN
67-78


Ober a rêr c’hoaz hirie gouel sant Lin. Ginidik oa eus a Volterra, en Etruri ; sturian reas bagig an Iliz dioustu war-lerc’h sant Per. Kas a rê kuit an drouk-spered diouz an dud, ha lakat, zoken, re varo da zont en bue, kement a fe hag a zantelez en devoa.

Lakat a reas dre skrid ar pez a reas sant Per en kenver Simon ar Zorser. Mervel a reas goude bezan gouarnet an Iliz unnek vla ; e gorf a oe sebeliet er Vatikan, en kichen hini sant Per.

————


BOKED


Kaset e vefet, emne Hon Zalver Jezuz-Krist d’e ziskibien, dirak al lez-varniou, tôlet e vefet er prizoniou ; skourjezet e vefet er synagogou ; stlejet e vefet dirak ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour d’am hano.

Laket e vefet d’ar maro ha kasaet gant an holl boblou, abalamour d’am hano.

An hini en devo dalc’het mat betek ar fin, hennez a vevo salvet.

Aviel sant Mark. XIII. 9. 13.




Pevare devez warn-ugent a viz Gwengolo


Gouel an Itron-Varia-Drugare



En amzer gwechall, an darn vrasan hag an darn wellan eus ar Spagn a oa dindan galloud ar Vorianed, hag eun niver bras a gristenien, sklavourien dindane, a oa en danjer da nac’h o fe ha da goll o baradoz.

Rouanez an nenv hag an douar, o welet kemend-all a reuziou o skei he bugale, a deurvezas diskouez he zrugare en o c’henver. En noz gouel Per-en-ereou, en em ziskouezas da Ber Nolask, den a beadra hag a zantelez, hag e lavaras d’ezan e vijent laouen bras, he Mab ha hi, ouz e welet o sevel eun Urz menec’h a vije o labour pemdeziek diframman ar gristenien eus adre daouarn an Turked. En nozvez-ze c’hoaz, ar Werc’hez vinniget a ziskennas ive da gât Raymond Pennafort ha Jemz I, roue Aragon, hag a lavaras d’eze rei gwellan ma c’halljent an dorn da Ber Nolask da gas endro al labour vras he devoa fiziet ennan.