ozef Desa a zo unan eus ar zent a nec’h ar muian an dud dife, kement a vurzudou a reas en e vue. Genel a reas en kêrig Kopertino, en eskopti Nardo, en rouantelez Napl, d’ar 17 a vezeven 1603.
E vamm a zavas anezan ervat ; d’an disteran fazi a rê, e veze gourdrouzet : dal ma c’hallas bale, e blijadur oa bezan war-dro an ilizou hag an ôteriou ; en eur c’hornig eus ti e dud e savas eun ôter vihan ; elec’h mont da c’hoari gant bugale-all e oad, e chome dirazi da lavaret e rozera.
Goude bezan bet eur pennad er skol, ec’h eas da gereer, ha da seitek vla, dre ne gave ket ar vicher-ze diouz e zoare, e c’houlennas digemer en manati sant Fransez ; mes ne oa ket eiz miz ma oa ennan, ma oe tôlet er-mêz, evel eun den ha ne oa mat da netra. Koulskoude, e vamm, war bouez pedi hag aspedi, a deuas a benn da c’hallout kaout dor-zigor evitan en della Grotella ; eno e wiskas saë sant Fransez, ha zoken, daoust pegen nebeut a zeskadurez en devoa, e oe beleget, abalamour d’e zantelez, d’ar 4 a viz meurz 1628.
Goude e velegiach, e tremenas pemp bla hep dibri eun tamm bara ha heb evan eur banne gwin ; ne gemere d’e brejou nemet fa ha gwriziou louzou ; en em skourjezan rê bep noz, ken ma vane e alan ennan, ha dougen a rê eur gouriz reun, goloet a vroudou.
Neuze eo e c’hoarvezas gantan ar burzudou a vrudas e hano ; a greiz oferennan, a greiz bale hag, a-wechou zoken, a greiz dibri, pa gleve hano eus a Jezuz pe eus a Vari, pe pa lake e spered gant gened ha karante an Otrou Doue, e veze dibradet diouz an douar, hag e chome evelse pennadou mat en êr, e zaoulagad troet warzu an nenv. Kement-se a c’hoarvezas dirak milierou tud, re vat ha re dife, ha zoken, eur wech, dirak ar pab Urban VIII e-unan. Eur ger a-beurz e vistri a veze awalc’h evit ober d’ezan diskenn d’an douar, ha neuze e veze gwelet e zioujod o ruzian hag e zaerou o redek.
Ken alïes e c’hoarveze ar burzud-ze, ma c’heller lavaret e tremenas an hanter eus e vue dibrad diouz an douar.
Izel oa a galon, ha c’hoant en deveze da dremen dirak an dud evit eur pec’her bras. Eun devez e kavas war e