Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/646

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
646
16 Gwengolo
sant syprian

tan oa, oa gwelet beleien ha, zoken, eun eskob bennak, a kaout ar galon da nac’h Jezuz-Krist. Koulskoude, an nac’herien a oe strafuilhet ouspen eur wech, rak Doue a ziskoueze, beb an amzer, an droug a oa ennan. Unan aneze a deuas da vezan mut pa oa o kinnig ezanz ; eleiz, gant a geun o dije, a goueze en dizesper hag a golle o spered. Hiniennou, goude bezan troet kein d’o relijion, a glaske c’hoaz tostât ouz ar zakramanchou, mes eun dorn ha ne weled ket a rê d’eze mont a-drenv. Eur verc’h yaouank hag he devoa kinniget ezanz d’an doueou a varvas o sevel diouz an dôl zantel. Eun nac’her a dostaas ouz tôl ar Zakramant, a zigemeras an hosti santel war bal e zorn, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze, ha pac’h eas da gas ar gommunion d’e c’henou, e welas n’en devoa mui en e zorn nemet eun tammik ludu. Zoken, eur bugel bihan, hag a oa bet sôtret e deod d’ezan gant ar gwin konsakret d’an idolou, n’hallas ken evan diouz kalur ar gwad presius, ha dal ma tivere eur berad bennak en e c’henou, e tôle anezan er-mêz bep gwech.

Ar skoueriou-ze a lakas spouron da zevel etouez ar gristenien, hag a viras ouz niver an nac’herien da vont war gresk.

Syprian, hen, pa welas e oad o tont d’ezan, a yeas da guz demdost da gêr, hag a dalc’has ac’hane da c’houarn e iliz ; en doare-ze, e reas eun tamm mat muioc’h a vad eget n’en dije grêt o chom da astenn e c’houg da gleze ar bourreo. Goude bezan bet pevarzek pe bemzek miz en e doull kuz, e c’hallas dizrei da Garthaj. Dougen a reas neuze eur gourc’hemen leun a furnez da lavaret ne vije addigemeret en Iliz ar gristenien o devoa nac’het o le, nemet p’o dije grêt eur binijen gwirion.

Syprian a zavas levriou kaer, a zo anavezetoc’h evit an heol, eme sant Jerom ; an hini aneze en deus ar muian a dalvoudegez eo an hini a reas war unanded an Iliz : de Unitate Ecclesiæ. Diskouez a ra el levr-ze eo Iliz Rom mamm ha mestrez an holl ilizou, hag eo red chom ganti evit bezan war an hent mat.

En amzer an impalaer Valerian, e tigoras adarre ar brezel eneb ar gristenien. Syprian, goude bezan bet harluet eur pennad en Kurub, a oe kondaonet da vezan dibennet. Eleiz a gristenien a oa êt gantan da di ar gouarner, ha pa glevjont e varnedigez, e lavarjont : « Ha ni ive a c’houlenn bezan dibennet gantan. »

Heuilh a rejont anezan war dachen Sexti, elec’h ma tleed e lazan. Eleiz a bigne er gwe a oa tro-war-dro an dachen,