Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/643

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Gwengolo
643
gouel hano santel mari


Pempzekvet devez a viz Gwengolo


Gouel Hano Santel Mari


Gouel Hano Santel Mari

Dre Hano santel Mari ar zoudarded kristan a drec’h
war ar Vuzulmaned en LEPANT (1571) hag en VIENN (1683)


Hano Mari, kaeran hini a c’hall dont en genou eun den, goude hini Jezuz, a zinifi : Rouanez, Itron ha Stereden. An hano-ze a oe roët d’ezi, a-beurz Doue, evit diskouez n’he devoa ket he far e-touez ar grouadurien.

Mari eo Rouanez an nenv hag an douar, Rouanez an Ele hag ar Zent, Rouanez ar veleien hag ar gristenien.

Mari eo an Itron vras, a zo Merc’h da Zoue an Tad, Mamm da Zoue ar Mab, ha Pried da Zoue ar Spered-Santel.

Mari, eme sant Bernard, eo ar stereden gaer ha skedus savet ’us da vor bras ha risklus ar bed-man. An neb ne zalc’h ket da zellet outi, a zo en danjer da fazian war e hent, da ’n em skei ouz ar c’herreg ha d’en em goll.

Ma teu avel an dentasion da c’houezan war hoc’h ene, mar doc’h strafuilhet ha spontet, evel martoloded en kreiz ar c’herreg, sellet ouz ar stereden, galvet Mari d’ho sikour.

Mar deo an ourgouilh, pe an anvi, pe ar c’hoant drouk-prezeg, pe eur gwall youl bennak-all eo a glask gonid ho kalon, sellet ouz ar stereden, galvet Mari d’ho sikour.

Mar doc’h prest da gouezan en dizesper, o welet brasder ho pec’hejou, sonjet en hano Mari. Bep gwech ma ve-