Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/638

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
638
12 Gwengolo
sant gien

Ne oa ket evit miret ouz e zaerou da redek pa zonje pegen stag eo an dud ouz madou an douar ; doujanz en devoa evit an dud vras ; chom a rê en e renk, ha karet a re anezan, daoust pegen izel oa, abalamour m’eo êsoc’h d’ar beorien ober o zilvidigez eget d’an dud pinvidik.

E garante evit e nesan a oa par d’ar garante en devoa evit ar binijen ; rannan rê gant ar re ezommek an nebeut en deveze, ha chom a rê da yun alïes e-unan evit kaout muioc’h da rei d’eze. Bemde e ouie kemer eur pennad bennak war e amzer evit mont da welet an dud klanv, hag ober a rê d’eze ar muian vad a c’halle.

Eun devez ma oa daoulinet en iliz Itron-Varia Laeken, eun hanter-leo bennak diouz Bruxel, person ar barouz-ze a oe souezet o welet pegen c’houek e pede ; goude bezan komzet outan eur pennad, e oe souezetoc’h c’hoaz o welet pegen barrek oa d’en em denn war hent ar baradoz, hag hen c’hoaz yaouank-flamm ; derc’hel a reas anezan gantan da gloc’her.

Gien a oa aketus da zon ar c’hleier, da skubat an iliz, da gempenn an ôteriou ; ne roë ket a amzer d’al loustoni da zevel na d’ar c’hevnid da steui o gwiad ; ar pennadou amzer a chome gantan goude bezan renket pep tra evit ar braoan, a dremene en harz treid an ôter ; a-wechou e chome nozveziou pen-da-ben da bedi ; kastizan rê e gorf gant pinijennou kalet, evit ma kemerje Doue true outan d’ar varn divezan.

Ken izel ha ken hegarat oa a galon ma oa karet gant an holl ; ne oa ket bras e c’honidegez, ha koulskoude e kave an tu da ziouered meur a dra gant ar paour. Eun devez, eur marc’hadour eus Bruxel, o welet pegen troet oa d’ober aluzen, a ginnigas d’ezan mont war hanter gantan d’ober kommers, war digare ma c’honezje muioc’h evelse, hag e c’hallje ive, en doare-ze, ober muioc’h a vad d’ar paour.

Gien, hep goulenn netra digant den, a yeas da heul ar zorc’hen a oa laket en e benn, mes ne zaleas ket da anaout e oa kouezet en eur pech stignet dirazan gant an drouk-spered. Eul lestrad marc’hadourez hag en devoa e lod enne a oe kollet, pa oa war ’n em gaout er porz.

Diwar neuze, e welas oa faziet o chench micher, eus e benn e-unan, ha kement a geun en devoe ma lakas en e benn mont da bardonan da Rom ha da Jeruzalem. Pa oa o tizrei da Rom, e kavas eno Wondulf, chaloni Anderlek, a oa o vont da Jeruzalem gant eun nebeut pardonerien. N’o devoa ket c’hoaz grêt ar veaj, hini ebet aneze. Gien, hag a ouie an hentchou, a yeas d’o diskouez d’eze, mes ar