ari, muian-karet an Otrou Doue, merc’h Joachim hag Anna, a deuas er bed en kêrig Nazareth, « koant evel eul lilien arc’hantet gant gliz ar mintin. »
He ginivelez a oe eur c’helou a levenez evit ar bed holl, rak anezi e tlee genel Heol ar Justis, Hon Zalver Jezuz-Krist, an hini en deus lemet diwarnomp ar malloz ha skuilhet en e lec’h ar bennoz, an hini a zo bet trec’h d’ar maro, hag en deus gonezet d’imp, en doare-ze, ar vue a bado da viken.
Gouel ar Werc’hez en miz gwengolo a ro d’imp digare da zisplegan aman burzudou ar Folgoat, rak an devez-ze eo an hini o deus dibabet Leoniz evit ober, en kalonen o bro, pardon bras o Mamm hag o Itron.
War-dro hanter ar pevarzekvet kantved, ar Zôzon hag ar C’hallaoued a oa krog gant eur brezel a dlee padout kant vla,