Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/622

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
622
5 Gwengolo
sant laurans justinian

ma kemere ar pez a oa red evit chom en e zav ; gwech ebet n’evas, zoken, eur banne dour etre e brejou, ha pa beded anezan da gemer eun dra bennak, war digare ma veze skuizus al labour pe domm an amzer, e lavare : « Ma n’hallomp ket gouzanv ar zec’hed-man, penôs e c’helfomp-ni gouzanv tan ar purgator ? »

Epad ar goanv, ne veze ket gwelet o tostât ouz an tan ; nag en e gozni, nag en e glenvejou, kaer a veze derc’hel warnan, n’halled ket e lakat da zibri eun tamm kig.

Skoet adalek e yaouankiz gant droug-ar-roue, e oe red lakat an tân hag an houarn war e c’houg ; elec’h klemm, e lavare d’e vedesined : « Troc’het ha devet heb aon ebet ; ar verzerien o deus gouzanvet eun tamm mat gwasoc’h ! »

Ma kare ar binijen, e kare kemend-all ar zentidigez, an dousder hag an izelded a galon. E blijadur oa mont dre ar ruiou a oa muian darempredet en Veniz, en esper e vije grêt gwap anezan gant unan bennak. E beden a oa hep paouez, hag alïes e veze douget a spered betek an nenv. Adalek e velegiach betek e varo, ne chomas ket eun devez hep lavaret an oferen, nemet gwall-glanv e vije : « Nebeut awalc’h a garante, emezan, en deus evit Jezuz-Krist an hini ne glask ket bezan a-unan gantan, ken alïes gwech ha ma c’hall. »

Ar pab Eujen IV, oc’h anaout e zantelez, a hanvas anezan da eskob en Veniz (1433). Laurans a reas pep tra evit pellât ar garg-ze dioutan, mes red e oe d’ezan senti. Eur wech eskob, e talc’has, en e eskopti, da vevan evel ma veve en e vanati. Pep tra en e di a oa liou ar baourente warnezan ha ne zalc’he war e dro nemet pemp servijer, abalamour, emezan, m’oa red d’ezan bezan piz, dre m’en devoa kalz a vugale da zevel, da lavaret eo, kalz peorien da vagan.

Seul striz oa en e genver e-unan, ha seul hegarat oa en kenver e nesan, ha dre-ze e teuas da c’honid kalonou an holl, hag e c’hallas dont a benn da derri ar giziou direiz a oa en em zilet, ken e-touez e bobl, ken e-touez e veleien.

E zor a oa bepred digor d’ar beorien ; koulskoude, gwell e kave rei d’eze bara ha dilhad eget arc’hant, gant aon na deujent d’ober impli fall gantan, evel ma c’hoarvez, siouaz, alïes awalc’h.

Unan eus e gerent a deuas eun devez da c’houlenn sikour digantan da greski argourou e verc’h : « Ma roan nebeut d’ec’h, a lavaras Laurans, ho merc’h ne vezo ket gwellaet he stad, ha ma roan kalz, e rin gaou ouz eleiz