Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Genver
61
sant kanut


Klask a rê, en pep doare, mad e bobl ha mad an Iliz : mat oa evit an holl, hep bezan re losk.

Elec’h kreski an truajou, e krenne diwar an dispignou muian ma c’helle. Stagan a reas eleiz a leve ouz an ilizou, ha c’hoant an evoa e vije kaer an treo war o zro. Ober a reas lezennou war an enor a dleer d’an eskibien ha d’ar veleien ; gwelet a rê Jezuz-Krist en pep-hini aneze, ha gwell oa gantan gwelet ober dismeganz d’ezan e-unan, evit ne oa gwelet ober d’eur beleg.

En amzer-ze, Harold, unan eus e gerent, a oa roue en Bro-Zôz. Gwilherm, duk an Normandi, hen diskaras hag hen trec’has war dachen-brezel Hasting.

Kanut, pa glevas ar c’helou, a c’hoantaas stourm ouz Gwilherm, hag o vezan savet eun arme, e roas ar garg anezi d’e vreur Olaüs. Heman hen gwerzas hag a reas d’eur bern pennou-fall trei en e eneb. Kanut a oe lazet gante en iliz Sant-Alban, d’ar 7 a vezeven 1086.

————


KENTEL


Diner an Iliz


En pep parouz e zo eun iliz ; an iliz-ze eo kêr ar gristenien. Eno e vezont badezet, eno e vezont kelennet, eno e klevont sul-gouel an oferen ; eno e ve roët d’o eneou bue Doue kollet dre ar pec’hed ; eno e vezont maget gant korf ha gwad Jezuz-Krist ; eno e ve digaset o c’horfou skornet gant ar maro da lavaret warneze pedennou an anaon ; eno e vezo dalc’het da bedi evite, ken ne vezo en em gavet o eneou war dreujou ar baradoz.

En peb iliz zo eur beleg ; hep-han, an iliz n’eo iliz ebet. Hen eo den an holl, paour ha pinvidik, gouiziek ha dizesk, bras ha bihan, koz ha yaouank. Heb ar beleg, ar barouz a zo eun ifern ; gant ar beleg eman Doue enni, hag ar beleg a chomo en eur barouz, keit ha ma kavo enni peadra d’en em lojan, d’en em wiskan, d’en em vevan ; peadra da zerc’hel e renk.

Ouz peb iliz, gwechall, hon tudou koz o devoa staget leve. Ar veleien a ’n em denne gant ze, heb ezom da astenn an dorn d’o farousianiz. Lezen 1905 zo deut da laerez holl danve ilizou Frans, ha breman, keit ha ma n’evo ket ar Gouarnamant restôlet e laeronsiou d’ar gwir berc’hen, ar veleien, daoust pegen kri e c’hallont kaout an dra-ze, a vezo red d’eze goulenn aluzen digant o farousianiz.

Abalamour da ze, holl eskibien Frans o deus savet, dre ar vro, diner an Iliz, ha pep kristen a dle rei anezan bep bla, herve e zanve, dindan boan da chom hep kaout an absolven, epad e vue, ha pedennou an Iliz goude e varo.

Arabad da zen ebet fazian ! Ar relijion n’eo ket hepken eun dra vat da gaout, eun dra red eo. Ar relijion eo tra an holl, hag evelse, pep-hini a dle ober e c’halloud d’he miret er vro, ha pec’hed bras an eus ma n’hen gra ket !