Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/604

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
604
28 Eost
sant augustin


Eizvet devez warn-ugent a viz Eost


SANT AUGUSTIN
Eskob Hippon ha Doktor eus an Iliz (354-430)



Augustin, mab da Veronika ha da Batrik, a oa ganet en Tagast, en Numidi, er bla 354 goude donedigez Jezuz-Krist.

A vihanik e oe kaset da skol e gêriaden, hag e-unan e lavar d’imp, en e skridou, e oa neuze eur bugel lorc’hus ha rok, gant ar re-all eus e oad ; laer, pa veze ar c’houlz da c’hoari ; lezirek, pa veze ar c’houlz da studian ; gaouiad war an disteran digare. Eun tech mad en devoa evelkent : karet a rê e vamm a greiz e galon.

Da drizek vla, e oe kaset da Vadaur, hag ac’hane da Garthaj, da genderc’hel e studi. En em rei a reas neuze a gorf roched d’al labour ; mes gwasan a oe, en em roas ive d’an droug ; da driouec’h vla e kolle e enor, ha da naontek vla en devoe eur mab a hanvas Adeodat.

Ne oa ket awac’h d’ezan sôtri e galon ; mont a reas betek ar penn, ha koll a reas ive e fe ; en em ober a reas manichean.

Da ugent vla, e teuas da zigeri skol c’hrammadeg en Tagast ; e vamm, Monika, a oe rannet he c’halon pa welas petra oa deut he mab da vezan ; kuzul a c’houlennas digant eun eskob o tremen, ha heman a lavaras d’ezi n’halle ket eur mab, hag a oueled hement warnan, en em goll da viken.

Prest goude, Augustin a yeas eus a Dagast da Garthaj, eus a Garthaj da Rom, hag ac’hane da Vilan.

Monika, intanvez eur pennadig a oa, a yeas d’ar gêr divezan-man da chom gantan. Gallout a reas dont a benn d’e gas d’an ofisou d’an iliz ma komze enni sant Ambroaz.

O klevet an eskob bras-ze, Augustin a deuas, a nebeudou, da garet ar relijion gatolik ; pellât a reas dioutan ar plac’h a veve gantan hep bezan e bried ; lenn a reas lizerou sant Pôl ; darempredi a reas eur beleg mat eus kêr ; dont a reas da welet pelec’h oa ar wirione, hag ec’h eas da gemenn d’e vamm e felle d’ezan bevan hiviziken evel eur gwir gristen.

Da Zadorn-Fask 387, hen hag e vab Adeodat a oe badezet gant sant Ambroaz : tri bla ha tregont en devoa. Pa zizroas d’e vro, Valer, eskob Hippon, hen belegas. Sevel a reas eur manati, hag en em dennas ennan gant eun nebeut