Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/589

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Eost
589
sant loeiz

kenn a reas dioustu diwar e loen evit mont da rei d’ezi an absolven. Pa deuas diouz ar gwele, ar re a oa gantan a lavaras d’ezan en devoa tapet laou : « An dra-ze, emezan, gant eur mousc’hoarz, eo perlez ar beorien. »

Prezek a rê gant kement a nerz, ma c’honeze ar bec’herien, ma sklerae an heretiked ha ma konvertise ar Judevien.

Lakat a reas lezennou an Iliz da vezan anavezet ha miret en e eskopti.

Mervel a reas en Brigdol, en bro e gavel, d’an 19 a viz eost 1297, kurunen e drede bla warn-ugent o vleunian war e dal.

War e c’houlenn, e gorf a oe sebeliet en manati Sant-Fransez Marseilh. Miraklou dispar ha diniver a c’hoarvezas e-tal e ve, ha Yan XXII a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1317, ugent vla hepken goude e varo.

E vamm a veve c’hoaz er mare-ze, hag a c’hallas pedi he mab savet war an ôter.

Relegou sant Loeiz, abaoue ar bla 1423, a zo en Valans, er Spagn.

————


BOKED


An eurvat a zall hag a vêv an ene ; lakat a ra ac’hanomp da ankouat an Otrou Doue ha d’en em ankouat hon unan ; gwasat ha krenvat a ra hon zechou fall ; en hon spered e vag an orgouilh, hag en hon c’halon, eur garante direiz ac’hanomp hon unan.

Sant Loeiz.




Ugentvet devez a viz Eost


SANT BERNARD
Abad Klervo ha Doktor eus an Iliz (1091-1153)



Bernard [1], helavaran, galloudusan, brudetan ha santelan den a vevas en daouzekvet kantved, a oe ganet er bla 1091, en kastel Feunteuniou, er Bourgogn.

Ober a reas e studi gant beleien Chatilhon. Da ugent vla, e kollas e vamm. Ar gened a lintre war e dâl, ar furnez a skede en e gomzou ; an holl e gare.

  1. Darn a lavar Bernez