Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/586

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
586
17 Eost
sant hyasent

Goude bezan grêt meur a gant leo gant e zamm, ar zant a ’n em gavas en Krakovi ; eno ar werc’hez ven a gemeras he fouez naturel.

Daou vla goude, ar manac’h santel a ’n em lakas adarre en hent. An Dartared o devoa grêt d’ezan mont eus a Giow ; hen a yeas betek o bro, hag ac’hane ec’h eas d’an Thibet ha d’ar Chin.

Mervel a reas de war-lerc’h gouel Maria Hanter-Eost, er bla 1257.

Klemant VIII hen lakas e-touez ar zent, er bla 1594.

Miret a rêr e relegou en Krakovi.

————


BOKED


« En gwirione, m’hen lavar d’ec’h, eme Hon Zalver d’e ziskibien, ma ho pije fe kement hag eur c’hreunen zezo, c’houi a lavarfe d’ar mene-man : « Kerz ac’han du-ze, » hag ec’h afe, ha n’eus netra ha n’hallfec’h ket ober. »

Aviel sant Vaze XVII. 19.




Triouec’hvet devez a viz Eost


Santez Klara Montefalko
1268-1308



Klara a oe ganet en Montefalko, en Itali ; da bevar bla, e ouie dindan envor he Fater hag he Ave Maria, ha meur a beden-all, a lavare war he daoulin, he daouarn en kroaz hag he daoulagad en nenv, gant kement a zevosion ma tenerae kement hini he gwele.

Da c’houec’h vla, e kavas dor digor en eur manati a rene he c’hoar Jann ; ken laouen e oe da vezan bet digemeret eno, ma yunas seiz devez dioustu evit trugarekât an Otrou Doue eus ar c’hras kaer he devoa bet digantan.

Kement e kare ar sioulder, ma ’n em lakas da lavaret kant pater, diarc’hen war an erc’h, abalamour m’he devoa torret al lezen war ar poënt-se, o komz ouz he mamm.

Da varo he c’hoar, e oe hanvet, en despet d’ezi, da zuperiorez, hag e oe skouer an holl vertuziou evit kement hini a vevas dindanni.

Ne veve nemet diwar bara ha dour, a gemere eur wech