Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/582

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
582
15 Eost
gouel maria hanter-eost

nerzu- eget liammou ar gwad. Eur seurt Mamm n’halle ket chom war-lerc’h eur seurt Mab ! Jezuz-Krist a oa pignet en nenv korf hag ene ; e Vamm, ar Werc’hez Vari, a dlee pignal en nenv, korf hag ene. Setu kelennadurez an Iliz. Rak-se, he deus savet eur gouel bras evit lidan an devez kaer-ze ma oe ar Werc’hez Vari kurunet en nenv Rouanez ar Zent hag an Ele, Rouanez ar baradoz ha Rouanez an douar. Hag ar gouel-ze a ve grêt, kouls er zav-heol hag er c’huz-heol, kouls en hanter-noz hag er c’hreiste. Abaoue ar c’houec’hvet kantved, eo merket evit ar 15 a viz eost.

En bro Frans, muioc’h eget er broiou-all, e ve roët d’ezan kalz a don. Da genver an devez-ze, er bla 1638, ar roue Loeiz XIII en em westlas e-unan hag e rouantelez d’ar Werc’hez Vari, en eun hevelep doare ma c’helled lavaret goude : rouantelez Frans eo rouantelez Mari (regnum Galliœ, regnum Mariœ). Evit na vezo biken ankouaet an devez kaer-ze, an Iliz a lak ober eur prosesion bras, bep bla, en pep parouz a Frans, da ouel-Maria Hanter-Eost.

————


BOKED


An Iliz, da genver an devez-man, a lak war muzellou he beleien ar beden-man : « Pardonet, Otrou, pec’hejou ho servijerien ; ha dre ma n’omp ket goest, ac’hanomp hon unan, d’ober eur vad bennak da blijout d’ec’h, ra zeuio d’imp hon zilvidigez dre bedennou ar Werc’hez, Mamm ho Mab Jezuz. »

O welet pegen uhel savet eo en nenv ar Werc’hez c’hlan, hag o welet pegen sôtret eo ho pue hag ive pegen didalve, stouet a galon ha goulennet pardon. Mes na gollet ket fizianz ; an Hini zo pignet en nenv eo ho Mamm, ha hounnez n’ho ankouao biken.




C’houezekvet devez a viz Eost


SANT ARZEL
Abad (VIet kantved)



En blaveziou kentan ar VIet kantved, e teuas eur bagad Bretoned eus Bro-Geumri da chom da Vro-Arvor ; en o fenn e oa Kerangal, kenderv Pôl-Aurelian, hag eun abad, e hano Arzel.

Arzel ne reas nemet treuzi Bro-Leon ; dal m’en devoa savet ar barouz a zoug e hano, ec’h eas en hent etrezek