Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/58

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
18 Genver
kador sant per en rom


Nao bla goude, Per, evit ar wech kentan, a deuas da Rom. Rom, gant he daouzek kant mil den, ’ oa neuze kêr-benn ar bed ; hec’h impalaered, gant o gouarnerien hag o zoudarded, hadet eus ar zav-heol d’ar c’huz-heol, ’ oa mistri an douar.

En Rom, kêr ar gaou, ugent mil relijion dishenvel a oa yennet en sperejou an dud, ha ne oa hini ebet c’hoaz, en o zouez, hag a dalvezje eun dra bennak. En Rom, kêr ar grizder, an impalaer a c’hoanta tremen evit Doue ; an tad a c’hall lazan e grouadur, ma ne blij ket e stumm d’ezan ; ar pried a c’hall kas e bried da vale, d’an disteran trubuilh a zavo etreze ; an hanter eus an dud a zo tra an hanter-all, hag ar mestr, ’dal ma savo e wad d’e benn, an eus gwir d’en em zizober eus e sklavour !

En Rom, zo goueliou gant sakriflsou tud en enor d’an doueou ; en Rom, zo c’hoariou hag e ve gwelet enne betek 10.000 gourenner o ’n em gannan hag o ’n em lazan en eun devez.

En Rom, kêr an hudurnez, techou fall an den a zo dirollet hag an dizurz a vale en pep lec’h, en de koulz hag en noz.

Rom oa kalonen ar bed pagan, ha Per a deu enni evit ober anezi kalonen ar bed kristen.

Ober a reas e ziskenn, da gentan, en kartier ar Judevien. Hepdale e reas anaoudegez gant daou Judev badezet, Akuila ha Priskilla, ha gant ar senatour Pudens. Heman a roas digemer da brins an Ebestel, hag en e di eo e stagas da brezek ha da vadezi. Kador sant Per a oa diazezet en Rom, daou vla ha daou-ugent goude donedigez on Zalver.

Tost da 1900 vla a zo tremenet abaoue : epad an amzer-ze, holl droniou an douar a zo kouezet en o foull, an eil goude egile ; kador pesketaer paour ar Galile, hounnez hepken a chom en he zav, daoust da vistri ar bed da vezan klasket kant gwech he diskar : testeni anat eo harpet gant Doue.

Evit rei digemer d’ar boblou diniver a ’n em vod endro d’ezi, an eil goude egile, da zelaou komzou Per, eo savet brasan iliz a zo en de a hirie war an douar, gant he c’hant seiz metr ha pevar-ugent a hed, a-ziabarz, war gant pemp ha tregont a ledander ha pemp ha daou-ugent a uhelder, dindan volz. He men kentan a oe diazezet er bla 1506 ; c’houec’h-ugent vla a oe laket d’he feur-ober ; eiz-ugent milion a oe dispignet d’he zevel, ha c’houec’h-ugent mil lur a ya breman, bep bla, d’he c’hempenn.