a vadezas ar zoudard. O vezan klevet an dra-ze, ar prefed a reas skourjezan ar c’hristen neve hag hen dibennan.
Deut oa an noz. Daoust da ze, ar prefed a reas digas adarre Laurans dirazan :
— Ma ne fell ket d’it senti pelloc’h ouz an impalaer, an noz pen-da-ben a vezo laket d’az bourrevi.
Ar merzer a respontas :
— N’eus mui a noz evidon, n’eus mui a denvalijen ; pep tra evidon zo beuzet er sklerijen.
Neuze ar prefed a reas digas eur c’hrilh houarn, a lakas astenn ar zant war ar gwele-ze hag ober tân dindannan. Ar vourrevien, gant ferc’hier, hen troe hag hen distroe evit kreski al leskadurez. Laurans ne seblante santout netra : « An tân-ze, emezan, a zo evidon evel eun ezen fresk ; mes c’houi a vezo devet en tân a bado da viken. » Hag en eur drei warzu ar prefed : « Ne welet-hu ket on rostet awalc’h diouz an tu-ze, grêt distrei ac’hanon... Setu ma ’z on breman poaz awalc’h ; n’hoc’h eus nemet dibri. » Eun nebeut goude e lavaras : « Mil trugare d’ec’h da vezan ma c’havet dîn da vont en ho rouantelez. » War ar c’homzou-ze, e roas e ene da Zoue, d’an 10 a viz eost 259.
En gwirione, en gwirione, hen lavaran d’ec’h, ma ne varv ket ar c’hreunen winiz a goue d’an douar, e chomo hec’h-unan ; mes ma varv, e tougo kalz frouez.
Neb a gar e vue, he c’hollo ; hag an neb a gasa e vue er bed-man, he mir evit ar vue peurbadus.
Aviel sant Yan XII. 24, 25.
al m’oa ganet ar c’hrouadur-man, er bla 1696, en kichen Napl, eur zant, Fransez Jirolamo, a lavaras d’e vamm : « Ar c’hrouadur-man a vevo dek vla ha pevar-ugent. Eskob a vezo, ha treo kaer a raio hed e vue evit Hon Zalver Jezuz-Krist. »