Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/567

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Eost
567
sant laurans

ofis. Kondaonet a oe da vezan dibennet el lec’h m’oa bet tapet. Laurans, an avieler bras, ne oa ket war al lec’h pa c’hoarvezas an dra-ze. Kerkent ha ma klevas, e tiredas da lavaret kenavo d’e eskob ha d’e dad.

— Tad, emezan, da belec’h ez et-c’houi heb ho mab ? C’houi, eskob, da belec’h ez et-c’houi heb hoc’h avieler ? N’oc’h ket boaz da ginnig ho sakrifis heb ho ministr ! Ha displijet am eus-me d’ec’h ? Daoust ha ma c’havet ho peus digalon eun dro bennak ? Breman eo d’ec’h gwelet ha kalonek eo an hini hoc’h eus fiziet ennan ar garg da rannan gwad ar C’hrist, hon Otrou ?

— Sec’het ho taerou, ma mab, a respontas an Tad Santel, n’ho tilezan ket ; brasoc’h stourmad evit ma hini a zo ouz ho kedal. Me zo koz ; ar boan am bezo da c’houzanv a veza skanv ; mes c’houi zo yaouank, hag eur viktor brasoc’h ha gloriusoc’h ho pezo da c’honid war hon enebourien. A-benn tri devez e heuilhfet ac’hanon.

Laurans a vije gallet kregi ennan war an tôl ; mes ar vourrevien o devoa eur mennoz-all ha n’o devoa ket c’hoant d’hen diskuilh re abred. An neuz a rejont da vezan dall ha bouzar epad ma komze an daou zant. Sant Sixt a oe diskennet er c’hatakombou ha dibennet war ar gador m’oa bet ken alïes azezet warni evit kelenn e bobl. Pevar eus an avielerien a c’houzanvas eun hevelep maro war e lerc’h. An daou avieler-all a oe ive merzeriet er memes devez, mes en eul lec’h-all.

Goude merzerenti ar pab, an impalaer a c’hoantaas kemer kement a oa d’an Iliz. Diskaret ar penn, sosiete ar gristenien, war e veno, a oa dismantret. Rak-se, kement a oa d’ar sosiete-ze a dlee dont d’ar gouarnamant. An digare-ze n’en devoa na muioc’h na nebeutoc’h a dalvoudegez eget hini gouarnamant ar Frans, en de a hirie. Fazian ’rê ; rak herve lezen Rom, ar sosieteou, ar re zoken n’o devoa, en doare ebet, ôtre ar gouarnamant, eur wech freuzet, a c’halle rannan etre an dud a oa enne kement o devoa ; hag an treo n’hallent ket bezan rannet a dlee bezan gwerzet hag ar priz lodennet etre ar sosietourien. Setu penôs e oa al lezen. Mes petra eo al lezen dirak an nerz ? Ar gouarnamant, goude laerez o madou, douar ha tïe, a falveze gantan breman kaout o arc’hant.

Mes n’halle ket ober an dra-ze heb an avieler bras. An avieler kentan en devoa ar garg eus an holl vadou, ha d’ar mare-ze, etre ar gristenien gentan, kalz treo a oa boutin. Hen oa ar gouarner bras. Ar veleien, an dud fidel, an intanvezed, ar vinored, ar beorien, en eur ger, kement-hini