Ar peuc’h a deuas.
Eus Poitiers, elec’h m’oa en em dennet en dizro eus a Rom, Gwilherm a deuas adarre daved e bobl, a reas d’ezan ar gwellan digemer a c’heller ober d’eun den.
Gonezet mat en devoa e gurunen, ha Doue hen galvas davetan, d’an 29 a viz gouere 1234.
E gorf a oe sebeliet en iliz-veur neve a lake sevel, hag ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a reas d’ar pab Innosant IV lakat e hano war roll ar zent, d’ar 15 a viz ebrel 1247.
Sant Gwilherm eo kentan Breizad eo bet embannet e zantelez gant ar pab.
An ôtrou Fallières, eskob Sant-Brieg, an eus grêt sevel eur be neve da zant Gwilherm, en e iliz-veur.
An hini ne glask nemet plijout da Zoue ha kreski e c’hloar, a zo er bed, evel pa vefe gant Doue hepken, ha ne ra van ebet pe hen a zo enoret, pe hen a zo disprijet gant an dud.
Sant Yan Krysostom.
gnas, ginidik eus a rouantelez Spagn, a yeas en e yaouankiz da floc’h da lez ar roue Ferdinand V, hag ac’hane da vrezelour.
Epad seziz Pampelun (1521), e oe gwall dizet hag e renkas dizrei da di e dud ha chom eur pennad dibreder, abalamour d’e c’houliou.
Evit kaout berroc’h an amzer, e kemeras neuze levriou da lenn. Bue Hon Zalver ha Bue ar Zent a ’n em gavas da gouezan etre e zaouarn ; awalc’h e oe an dra-ze evit rei c’hoant d’ezan da ren eur vue neve.
Kerkent ha ma oe pare, ec’h eas da dremen eun nozvez en harz treid an Itron-Varia, en manati mene Serrat ; ober a reas eur govezion eus e vue dremenet pen-da-ben ; lakat a reas e gleze a-istribilh e-tal an ôter, hag o vezan roët e varc’h d’ar venec’h hag e zilhad d’eur paour, ec’h eas da Vanrez.