Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/536

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
536
28 Gouere
sant viktor

goueliou maro ha rezureksion Jezuz-Krist d’ar 14et ha d’ar 16et devez eus a loar veurz. An ilizoù-all, evit ober kentoc’h diouz an ebestel Per ha Pôl, a lake aneze d’ar 14et ha d’ar 16et devez eus a loar veurz, pa gouezent da wener ha da zul, ha d’ar gwener ha d’ar zul war-lerc’h hepken, pa gouezent da zeveziou-all eus ar zun.

Dre-ze, alïes awalc’h, goueliou Pask n’en em gavent ket da vezan lidet er memes amzer er zav-heol hag er c’huz-heol. Viktor a deuas a benn da lakat eskibien ar zav-heol da heuilh giz Rom.

Mervel a reas er bla 197, hag e gorf a oe sebeliet er Vatikan, en kichen hini sant Per.

————


BOKED


Evel m’eman ar c’horf a-unan gant an ine, hag an ine a-unan gant ar c’horf, evelse, ar Gouarnamant a dle bezan a-unan gant an Iliz, hag an Iliz a-unan gant ar Gouarnamant.

An disparti etreze, ma c’hall bezan talvoudus evit an Iliz, pa glask ar Gouarnamant ober re e vestr, ne dle na n’hall ket peurbadout : eun amzer a deu hag e renkont rei adarre an dorn an eil d’egile, ha neuze, evit an eil hag egile, pep tra a ya war well.




Navet devez warn-ugent a viz Gouere


SANTEZ MARTHA
Gwerc’hez, Itan kantved



Martha a oa ginidik eus Bethani, eur gêriaden hag a zo eul leo vihan diouz Jeruzalem : c’hoar oa da Vari-Vadalen ha da Lazar.

Meur a wech he devoe an enor da rei digemer da Zalver ar bed en he zi.

Eun devez ma oa deut d’o gwelet, Mari, en harz e dreid, a selaoue e gomzou.

Martha, o vezan n’oa nemeti oc’h ôzan lein, a chômas a-zav dirak Jezuz hag a lavaras d’ezan :

— Otrou, ne dôlet ket plê e lez ma c’hoar pep tra ganin d’ober ? Leveret eta d’ezi sikour ac’hanon !

Jezuz a lavaras d’ezi :

— Martha, Martha, nec’het ha tregaset oc’h gant kalz treo. Hogen, eun dra hepken a zo red. Mari he deus dibabet al loden wellan ha ne vezo ket tennet diganti.

Eur pennad goude, Lazar a gouezas klanv. E c’hoarezed a gasas tud da lavaret da Jezuz :