Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/530

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Gouere


Santez Anna
Patronez Breiz


Neb ne gar ket mamm ar Werc’hez
Eus Breiz-Izel n’eo ket hennez.



Pried Joachim, mamm ar Werc’hez, mamm-goz Jezuz, Anna, eo santez muian-karet ar Vretoned.

He hano a deuas en Breiz e kerz kantvejou kentan an Iliz, ha Gwenediz a zavas en park ar Bosenneu, en Keranna, eur chapel en he enor.

Er bla 700, ar chapel-ze, deut da vezan koz, a gouezas en he foull ; koulskoude, tud ar vro a anaveze al lec’h m’oa bet, evit bezan eul lec’h santel ; hag al loened hen douje kenkouls hag an dud, rak bep gwech ma tostaed an alar outan, an ejenned a teue aon d’eze hag a dec’he war o c’hiz.

Er bla 1623, e oa en Keranna eun tieg hep deskadurez, daou-ugent vla d’ezan, eun den eus ar re wellan, e hano Yvon Nikolazig. Pep tra, adalek e vugaleach, en devoa e laket d’ober anaoudegez gant santez Anna : hano e geriaden, konchou ar re goz, miret