Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/527

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 Gouere
527
sant sirill ha sant method

ar pab neve, Adrian II, a yeas d’o diarbenn gant beleien kêr, o digemeras gant kalz a vadelez hag o zakras eskob. Ar visionerien a roas relegou sant Klemant d’ar pab, hag a ’n em zispartias. Sirill a ’n em dennas en eur gouent en Rom, hag eno e varvas, d’ar 4 a viz c’houevrer 869.

Method, hanvet da arc’heskob ar Moravi hag ar Pannoni, a zistroas da vro ar Slaved. Arc’heskibien Salzbourg ha Mayanz, ha ne felle ket d’eze e vije kanet ofisou an Iliz en slavoneg, a ziskuilhas anezan d’ar pab Yan VIII.

Method a deuas da Rom evit en em zifean. Yan VIII a oe ken laouen o klevet an abostol o tisplegan ar pez en devoa grêt, ma skrivas da brins ar Moravi, evit meuli fe yac’h an arc’heskob.

Method a brezegas ive er Pannoni, er Bulgari, en Dalmasi, er C’harinti, a vadezas duk ar Bohem, Borsiwog, hag e bried, santez Ludmill, a oe lazet divezatoc’h gant he merc’h-kaer, ar baganez Drahomer.

Darn a lavar ec’h eas betek ar Pologn. Distrei a reas adarre d’ar Moravi, elec’h ma savas arc’heskopti Kiev. Goude e teuas da Rom da welet ar pab, hag er gêr-ze e varvas er bla 885. E gorf a oe sebeliet gant hini e vreur, en iliz Sant-Klemant.

Sirill ha Method eo patroned ar Slaved. Leon XIII a c’hourc’hemennas ober o gouel dre ar bed holl.

————


BOKED


Jezuz a lavare d’e ziskibien :

« Setu e kasan ac’hanoc’h evel oaned e touez ar bleizi.

» Ma ’c’h êt en eur gêr elec’h ne vefec’h ket digemeret, êt dre ar ruiou ha lavaret :

« Hijan reomp ouzoc’h ar boultren eus ho kêr, zo stag ouz hon zreid ; koulskoude, gouezet e tosta rouantelez Doue. »

» En gwirione, m’hen lavar d’ec’h, pardonet e vezo kentoc’h da Sodom, en de-ze, eget d’ar gêr-ze

» An neb a selaou ac’hanoc’h a selaou ac’hanon ; hag an neb a zispriz ac’hanoc’h a zispriz ac’hanon. Hogen, an neb a zispriz ac’hanon a zispriz an hini en deus ma digaset. »

Sant Lukas. Xet Pennad.