ive, e keit-ze, gant ar roue, da berson ar galeou, e labouras meurbed war zilvidigez ar brizonierien ha war hini o mistri.
Sant Fransez a Zal hen c’hargas da ren e leanezed, hag hen ober a reas epad tost da zaou-ugent vla, gant kement a furnez, ma lavare eskob Jenev n’en devoa biskoaz anavezet eur beleg kenkouls hag an ôtrou Visant.
Labourat a reas muian m’hallas da gelenn ar beorien, ha dreist-oll, an dud diwar ar mêz. Evit rei an dorn d’ezan war an dachen-ze, e savas eur genvreuriez misionerien, lezhanvet Lazaristed, a oe ôtreet gant Urban VIII, er bla 1632.
Labourat a reas ive evit ma vije savet dre ar vro kloerdiou bras, ma raje ar veleien konferansou etreze, ha m’o dije ar gloareged retrejou arôk reseo an Urziou.
Kas a reas misionerien, n’eo ket hepken en pevarc’horn ar Frans, mes en Itali, er Pologn, er Skoz, en Iverzon ha betek, zoken, en Afrik hag en Indez.
Galvet a oe en kichen Loeiz XIII, pa oa war e dremenvan, hag adalek neuze, ar rouanez Anna ’n Autrich, mamm Loeiz XIV, a c’houlennas bepred e ali var dreo Iliz Frans, hag hen, eus e du, a rê kement a oa en e c’halloud evit ne vije laket nemet ar veleien wellan en penn an eskoptiou hag ar manatiou.
Ne oa ket eun den en dienez ha n’en dije ket klasket e dennan anezi. Ar gristenien reuzeudik kouezet etre daouarn an Durked ; ar vugale dilezet gant o zud ; an dud yaouank diroll hag emzivad ; ar merc’hed en danjer da goll o enor hag ar re o devoa hen kollet ; ar brizonierien ; ar bardonerien mac’hagnet ; al labourerien ha ne oant ket evit labourat ken ; an dud troët o spered ; ar glaskerien bara, a gavas holl peurz en e vadelezou.
Al Lorren, ar Champagn hag ar Pikardi, broiou-all c’hoaz, dismantret gant ar vosen, ar gernez hag ar brezel, a vevas diwar an aluzennou dastumet gantan.
Sevel a reas eun Urz merc’hed evit skola ar vugale, klask an dud reuzeudik ha pleal gante : Leanezed sant Visant a Bol, a zo brudet breman dre ar bed holl, hag a ve kavet en kement lec’h ma ’z eus vad d’ober ha daerou da zec’han.
Eun den oa an ôtrou Visant ha ne gare nag an êzamanchou, nag an enoriou, nag ar madou : Jezuz-Krist oa e