Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Genver
51
sant pol ha sant anton

eas da lakat ar c’horf en douar. O vezan ma ’n evoa benveg ebet, e oa nec’het awalc’h o klask gouzout penôs dont a benn d’ober ar be ; mes en eun tol, e welas daou bez leon o tont d’ar red eus dônder ar c’hoat, o mouenv oc’h hinjan gant an avel. Gourvez a rejont eur pennad e-tal ar c’horf maro, en eur yudal, evel m’o dije c’hoant da ober kanvou d’ar zant. Goude-ze, gant o ivinou, e rejont eun toull eus ar vent a oa ezom, hag eur wech binniget gant sant Anton, en em dennjont adarre.

An abad santel a gemeras ar zaë an evoa grêt sant Pol gant deliou palmez, hag eur wech dizro d’e vanati, ne vankas gwech ebet d’hen gwiskan da oueliou Pask ha Pantekost, epad ar pevarzek vla ma chômas war an douar warlerc’h e vignon. Mervel a reas er bla 356, tremenet e gant vla gantan ive.

————


KENTEL


Ar Retred


Ar zent a dec’he eus ar bed da glask peuc’h ar c’hoajou ha sioulder ar meneiou, d’eze da c’hallout bezan en o retrejou, pell diouz an dud ha tost da Zoue, rak Doue n’eman ket en kreiz an drouz, non in commotione Dominus.

Eun dra vat eo evidomp ive en em denn, eur wech an amzer, pell diouz hon zreo hag hon zud, da dremen eun nebeut deveziou er retred.

Ma zo en hon bue dremenet eun dra bennak o c’hlazan ac’hanomp ; en bon bue a vreman, eun tech bennak n’omp ket evitan ; en hon bue da zont, eun anken bennak ouz hon gedal....., greomp eur retred.

Er retred eo e ve reparet an amzer dremenet, reizet an amzer vreman, pourveet evit an amzer da zont.

Er retred, Doue a astenn an dorn d’an den da vale drantoc’h war an hent mat.

Nag a zent a zo breman er baradoz, ha n’emaint eno, nemet dre m’o deus grêt eur retred vat !

Er retred eman ar sklerijen, er retred eman an nerz, er retred eman Doue o terri al liammou a vire ouzimp da dostât outan.

Deomp d’ar retred, eur wech an amzer !