Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/5

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


JEZUZ, KURUNEN AN HOLL ZENT


Jezuz


Peden Pi X da lavaret evit Gonid an induljans plenier var an tremenvan

Ôtrou, va Doue, adalek vreman, gant doujanz hag habaskded a galon, e tigemeran, eus a dre ho taouarn, ar maro a zibaboc’h d’in, n’euz forz penôs e tigouezo, gant e holl ankeniou, poaniou ha glaziou.

An nep piou bennak, goude bezan koveseet e bec’hejou ha resevet ar gommuniou zantel, a lavaro ar beden-man, ha pa vefe c’hoaz zoken en barr e yec’hed ha pell arôk e varo, a c’honezo eun induljans plenier a veza roët d’ezan da heur e dremenvan, herve glanded e ene.

9 viz Meurz 1904

An Tad Santel Pi X