Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/488

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
488
6 Gouere
naontek merzer gorkom

Eun den yaouank triouec’h vla, war an hent da vont da vanac’h, hag eun all kosoc’hik, a grogas aon enne rak ar maro hag a nac’has o Doue ; lôsket a oent da vale.

An naontek-all a oe krouget. [1]

Daou eus ar verzerien yaouankan a c’houlenne ma vije troc’het d’eze o c’hroug-las, mes o vezan ne felle ket d’eze nac’h o relijion, ne oe ket selaouet o feden. Naontek oant o tont eus Gorkom, ha naontek oant ouz ar groug.

Darn aneze a oe pell o vervel ; Nikez Johnson a oa savet an heol arôk ma tremenas.

Ne oe ket awalc’h d’ar zoudarded lazan ar verzerien ; a bep seurt dismegans a rejod c’hoaz goude-ze, d’o c’horfou, arôk o sebelian.

Er bla 1615, ar relegou a oe tennet en kuz eus an douar ha digaset da Vruxell.

Klemant X, d’ar 25 a viz du 1675, a lakas o hanoiou war roll an dud eürus. D’an 29 a vezeven 1867, evit goueliou triouec’hvet kantved merzerenti an ebestel Per ha Pôl, Pi IX o lakas war roll ar zent.

————


BOKED


C’houi a vezo eürus, eme Hon Zalver d’e ziskibien, pa vefet kasaet gant an dud hag argaset, pa vefet dismeganset ha milliget, pa vefet heskinet, pa vezo lavaret en gaou pep droug en hoc’h eneb, abalamour d’in, ha pa vezo distôlet hoc’h hano evel fallakr, abalamour da Vab an den. En devez-ze, en em laouennaet ha tridet gant ar joa, abalamour ma ’z eus evidoc’h eun digoll pinvidik en nenvou.

Aviel Sant Vaze V. 11. 12.

  1. Setu o hanoiou : Nikolas Pik, superior menec’h sant Fransez ; Godefroa van Duynen, eur beleg koz heb plas ; ha Korneli Wyek, eur breur fransiskan, a oe staget o zri ouz an treust bihan.
    Jerom Werden, tad fransiskan ; Thierri Embden, beleg leanezed Santez-Agnes, Gorkom ; Nikez Johnson ; Willad ; Godefroa Merville ; Anton Werden ; Anton Hornaër ; Fransez Roye ; Per Aska, o seiz eus a Urz sant Fransez ; Leonard Wichel, person Gorkom ; Nikolas Poppel, person eur barouz-all en Gorkom ; Yan Oosterwyck, beleg leanezed Santez-Elisabeth ; Yan Kologn, dominikan, person Hornaër ; Adrien Bekan, person Munster ; hag Andre Waller, person Heinort, a oe staget o fempzek ouz an treust bras.
    Jakez Lacop, kure Munster, o vezan ne oa ket a blas evitan ouz an treustou, a oe krouget ouz ar skeul.