Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/476

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Miz Gouere


————


Pelerinachou ha Pardoniou


————


Dor zantel ar pardoniou a zo digor, Breiziz a zo war bale, dre Argoad hag Arvor, evit enori o zent patron.

Adalek gouel sant Erwan Landreger, en miz mae, betek hini sant Sebastian, en miz here, chapeled ar pardoniou a zo dirollet, gant devosion, greunen ha greunen, unan bras, gwech an amzer, e-touez ar re vihan. En kichen pelerinachou brudet Gwenqamp, Landreger, Rostren, Bulat, gant o ilizou burzudus, kêriou bodet endro d’eze, eman re sant Iltud, sant Alor, sant Samson, sant Herbot, ha kalz re-all, gant o chapeliou kuzet en draouien pe er brouskoad, elec’h ma sav, war an dro, trezek an ne, kân an evn ha peden ar pelerin.

Bras ha bihan, holl int karet, holl int pleustret, pardoniou Breiz-Izel, rak da gement sant a ve enoret enne, ar Vretoned a zo dleour eus eur vad bennak, mad o c’horf, mad o ene, mad o Bro.

Ar c’hentan hag ar muian doujet gwechall, pa oa Breiz-Izel mestr d’ezi he-unan, a oa re ar Seiz Sant : Sant-Malo, Dol, Sant-Brieg, Landreger, Kastel-Pôl, Kemper ha Gwened.

D’o enori, Breiziz a rê eur pelerinaj hanvet Tro-Breiz, dre ma rê an dud, kouls lavaret, tro ar Vro a-bez. A vagadou e rênt an hent hirr-ze, rak, en amzer goz, e oa dies beaji. Ne oa het a henchou-houarn evel breman ; war droad ez aed pe war varc’h. Chapeliou a oa bet savet war vord an hent, hag ar belerined a gave enne diskuiz ha gwasked evit an noz. Pegen brao ne oa ket gwelet bagadou Bretoned o kerzet evelse, en eur bedi hag en eur ganan kantikou ar vro, war roudou o zent hoz !

Ha pa vijer arru en penn an hent :

Oh ! pebez stad a vije en o c’halonou paour,
P’arruent en ilizou, dirak an irc’hier aour,
Lec’h ma kouske relegou ar Seiz Sant binniget, !
Nag a gân, nag a beden ’vije d’e kinniget !

Evel ma lavar c’hoaz ar Barz :

Dudiusan tôl-lagad, gwelet Breiz a-bez-kaer
O kanan, ’hed an henchou, o pedi, en peb kêr,
Ar Seiz Sant o devoa he dihunet d’ar vue,
Hag a zo ouz he gortoz breman dirak Doue !

Pedomp Doue ma viro Breiz, dinam, ar gened a deu d’ezi eus he fardoniou, ma vo gwelet eun de o adpleustran adarre ar gwenojennou koz.

Ha neuze, dindan gwarez ar Seiz Sant binniget,
E savo Breiz uheloc’h he fenn pell ’zo pleget ;
Ha, distroet ’n be c’halon, gwad glàn he yaouankiz,
E talc’ho mat d’he giziou, d’he yez ha d’he frankiz. [1]

  1. Diouz kazeten Kroaz ar Vretoned.