nozvez on bet kollet war ar mor ; ha nag a zanjeriou a-hendall, danjeriou war ar stêriou, danjeriou a-beurz al laeron, danjeriou a-beurz ar Judevien, danjeriou a-beurz ar baganed, danjeriou er c’hêriou, danjeriou war ar mêziou, danjeriou war ar mor, danjeriou a-beurz ar gristenien fall ; ha nag a labour, nag a skuizder, nag a naon, nag a zec’hed, nag a yuniou, nag a yenien, nag a zienez ; hag en tu-hont d’ar boan gorf-ze, laket ar boan-spered am boa gant an holl ilizou. »
Gwir en devoa da lavaret arôk mervel :
« Stourmet am eus ha stourmet mat, en em gavet on en penn ma hent, miret am eus ma fe. Gedal a ran breman ar gurunen am eus gonezet hag a roio d’in ma barner, en e lealded. »
Douget a oe, eun de, betek barr an nenv, ne ouie ket e-unan pe gant e gorf, pe heb e gorf, hag eno e klevas hag e welas treo ha n’hall ket teod an den komz aneze, kement emaint dreist traou ar bed-man. Koulskoude, Doue, evit miret outan d’en em goll gant al lorc’h, en devoa lôsket gant Satan ar c’halloud da vroudan e gorf evit e zougen d’ar pec’hed. A-benn ter gwech e pedas Hon Zalver da bellàt dioutan an drouk-êl, ha Jezuz a respontas : « Ma gras az pezo, hag awalc’h eo ; ’barz an dentasion eo e par ar vertu. »
Kleze ar verzerenti a lakas ar gurunen aour war e dâl, kurunen ar zantelez, an enor hag an nerz.
Sant Pôl, pebez den ! Estlammus eo ar pez en deus grêt evit kas dre ar bed anaoudegez ha karante Jezuz-Krist. Stourm a reas betek ar maro evit ar wirione ; e dâl a oa kaletoc’h eget an dir ; e galon krenvoc’h eget kasoni ar bed holl ; goude bezan roët da Zoue e zanve, e spered, e galon, e amzer, kement a c’halle rei, eo en em roët e-unan ; pebez karante ! Bevan rê, nan, n’eo ket hen eo a veve, ar C’hrist eo a veve ennan : pebez santelez !
Petra omp-ni en kenver ze ?
Daoust ha n’eo ket skornet hon c’halon evit an Otrou Doue ?
Hag eun dra bennak a reomp evit astenn e rouantelez dre ar bed ?
Hag anaout a reomp, eun tamm bennak, hon relijion ?
Ha gouzout a reomp perak eo red d’imp he heuilh ?
Petra c’hourc’hemenn da gredi ? Petra c’hourc’hemenn d’ober ?
Eun dra hepken zo red : kredi en Jezuz-Krist ha reizan hon bue herve ar greden-ze.
An hini a anave Jezuz-Krist, goude n’oufe netra-all ebet, a oar trawalc’h ; an hini ne anave ket Jezuz-Krist, nag e oufe pep tra, en gwirione ne oar netra holl.