An holl a gomz eus ar pab, ar re a zent outan hag ar re ne reont ket ; holl e komzont anezan. Komz a rêr anezan en ilizou, en tachennou, en tiegeziou, en Kamprou kannaded ar vro, er c’hazetennou, dre-oll ; kement komz a goue eus e c’henou a ve dastumet hag embannet ; kement skrid a goue eus e bluen a ve moulet hag embannet : ar pab eo an den a gomzer ar muian anezan war au douar.
Ar pab eo an den e komzer ar muian outan.
Nag a dud a ya d’e welet ! Bemde ha bemde eman o tigemer unan pe unan ; kristenien a deu d’e gaout dre zevosion, ha paganed o deve c’hoant d’ober anaoudegez hag emgleo gant an den burzudus mac’h eo.
Pa ro eur Jubile, n’eo ket a vilierou eo e konter an dud a ya d’e welet, a gant milieriou eo : er bla 1900, 500.000 den a yeas da bardonan da Rom.
Nag a dud ha, hep mont da welet ar pab, a skriv d’ezan !
Roue an Itali, hag en deus kredet diazezan e drôn e-tal e hini, a ’n em gav bemde gantan, war-dro 4 pe 500 lizer ; prezidant ar Republik en Frans, ’tre 500 ha 600 ; impalaer an Alamagn, ’tre 600 ha 700 ; impalaer ar Rusi, ’tre 900 ha 1.000 ; roue Bro-Zôz, ’tre 3 000 ha 5.000 ; pell emaint holl war-lerc’h ar pab, a ’n em gav gantan, well-waz, bemde, ’tre 20.000 ha 25.000 lizer. Ar pab eo an den e komzer ar muian outan war an douar.
Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar. « An neb am c’har a vir ma gourc’hemennou, » a lavare Jezuz-Krist. Mat, gourc’hemennou piou war an douar a zo heuilhet evel re ar pab ? Ha heuilhet int, n’eo ket dre aon, mes dre garante.
Breman zo 50 vla, pa oe gwall-gaset ar pab en Rom, nag a bôtred yaouank a yeas eus ar vro-man hag a roas laouen o gwad evit e zifenn ! Kastelfidardo, Ankon ha Mentana [1] a zo hanoiou hag a bado keit hag ar bed, hag e-touez ar re a zo dizroet eus ar brezeliou-ze, hag a zo c’hoaz beo en de a hirie, daoust ha bez’ ez eus unan aneze goest da glevet hano ar pab, hep ma vervfe ar gwad en e galon, ha hep ma tarzfe an daerou en e zaoulagad ? Nan, n’eus ket unan.
Pegouls e ve êsoc’h ober tro an iliz eget pa vezer o kestal evit Diner Sant Per ? An holl, bras ha bihan, a ro laouen neuze ar pezig a c’hellont da ziouered evit sikour ar pab da gas e labour endro dre ar bed.
Ar pab eo an den a zo karet ar muian war an douar. Perak ? Abalamour m’eo an tad : papa, an Tad Santel. Perak c’hoaz ?
Setu aman. Eun de, eun eskob eus hon bro, an ôtrou de Segur, a yeas da Rom, hag epad an nebeut deiou a dremenas er gêr zantel-ze, e c’hoarvezas gantan mont d’ober eur bale war ar mêz, hag e kavas war e hent eur pôtr bihan o vesât e loened ; hag an ôtrou ’n Eskob, evit gwelet peseurt deskadurez en devoa ar c’hrouadur-ze war e relijion, ha goulenn digantan : « Lavar d’in ’ta, mabig. petra eo ar pab ? » — « Ar pab, ôtrou, eme, kerkent, ar bugel, dizolo e benn ha ken dinec’h ha tra, ar pab eo Jezuz-Krist war an douar. » Re wir oa respont ar bugel-ze.
Ya, ar pab eo Jezuz-Krist war an douar ; ha setu perak eo karet evel mac’h eo, ha setu perak ive eo kasaet evel mac’h eo.
Ar pab a zo kasaet. Komz a renk, pa wel ar gaou kemeret evit ar gwir, an droug evit ar vad ; komz a renk, ha ne rafe ket e zever o chom sioul, rak tu a rofe d’ar gaou ha d’an droug d’en em astenn ;
- ↑ Kastelfidardo. 18 a viz gwengolo 1860 : Ankon. 30 a viz gwengolo 1860 ; Montana, 3 a viz du 1867.