Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/464

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
464
25 Mezeven
sant salaun ar merzer


Pempvet devez warn-ugent a Vezeven


Sant Salaün ar Merzer
Roue Breiz (857-874)



Salaün a zastumas kurunen Breiz en gwad e genderv Erispoë, en miziou du 857.

Ar Vretoned, sebezet o welet an doare disleal en devoa kemeret evit pignal war an trôn, a oe nec’het o klask gouzout pe e oa dleet d’eze senti outan pe ne oa ket.

Charlez ar Moal, roue ar C’hallaoued, o welet nec’hamant Breiz, a gemeras tro ac’hane evit kerzet warni. Lamm en devoa bet c’hoaz diouz an tu-ze, hag e krede d’ezan e oa deut ar mare evitan da gas an dorz d’ar gêr. Mes an aon da gouezan dindan galloud o enebourien a reas d’ar Vretoned en em vodan endro d’o roue neve, hag hon bro n’eo ket bet biskoaz kaeroc’h, brasoc’h, na krenvoc’h evit en amzer Salaün. Mont a rê adalek an Naoned betek Angers, hag ac’hane da stêr ar Vir (867).

Er bla 871, e c’hoantaas mont da Rom da gaout an Tad Santel ar Pab, da varn ar breujou a oa savet etre arc’heskopti Dol hag arc’heskopti Tour, hag ive, marvat, da anzao e bec’hed ouz vikel Jezuz-Krist, evit kaout digantan pinijen hag absolven.

Mes pennou-bras e rouantelez a gavas e oa an Normaned re dost da ôchou Breiz, evit ma c’hallje en em lakat en hent. Eskob Gwened, Jeremias, a yeas neuze en e blas da gaout Adrian II, a oa en amzer-ze war Gador sant Per, da ginnig d’ezan e brofou, dreist-oll eur skeuden aour eus e vent, hag eul lizer skrivet gantan da c’houlenn ouz ar pab relegou santel evit eur manati e oa o sevel. Adrian a roas da gannad Salaün unan eus divrec’h sant Leon III.

En amzer-ze eta, an Normaned, eur ouenn dud goue eus broiou an hanter-noz, a glaske ober o diskenn en broiou tostoc’h d’an heol, hag a zailhe war an diou Vreiz ha war Bro-C’hall.

War o bagiou skanv, e oant pignet gant al Loar betek Angers. Bretoned ha Gallaoued a ’n em glevas da gerzet oute, ha dre ijin roue Breiz e oent trec’het.

Prest goude ar viktor-ze, Salaün a glaskas rei an dilez eus e garg ; pell a oa e kave re bonner e gurunen a roue ; kablus oa eus a varo Erispoë, hag e ene a oa krignet gant ar morc’hed ; pinijennou kalet a rê evit kaout e bardon ; aluzennou bras a roë d’ar manatiou « evit silvidigez e ene,