Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/455

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Mezeven
455
sant loeiz gonzag

miras diouz pep droug, en eun doare burzudus, rak ne zavas netra ebet ken, nag en e gorf, nag en e spered, hag a vije goest da strafuilhan glanded e ine.

Gwaskan a rê kement war e dechou fall, ma n’hallent ket sevel o fenn ; ken eveziant oa ive war e skianchou, ha war e zaoulagad dreist-oll, ma chômas bla er Spagn, da floc’h gant an impalaerez Mari, hep sevel e zaoulagad da zellet outi, tâl ouz tâl, eur wech hepken.

Abalamour da ze e lavared : « Loeiz Gonzag a zo eun den hep korf, pe eun êl en eur c’horf, unan a zaou. »

Ne oa ket awalc’h d’an den yaouank santel teuler evez war e skianchou ; en em gastizan a rê c’hoaz muian m’halle ; yun a rê ter gwech er zun, hag en unan eus an tri devez-ze, zoken, ne gemere nemet bara ha dour d’e brejou ; da gentan, en em skourjeze ive ter gwech er zun, mes dont a reas goude-ze d’hen ober ter gwech bemde. O vezan ma kave re vlod e wele, e lake, dre guz, eun tamm planken bennak ennan evit ma vije kaletoc’h ; en noz, pa grede ne vezed ket war evez anezan, e save hag e chôme daoulinet war leur e gambr hag en korf e roched, da bedi ken na venne kouezan gant ar skuizder ha gant ar riou.

Gouzout a rê derc’hel ken tost war e spered, ma ne dec’he tamm digantan, pa veze o komz ouz an Otrou Doue dre ar beden.

Abred e savas c’hoant gantan da vont da vanac’h, mes mab henan oa, hag epad tri bla, e dad a enebas outan muian m’hallas ; da seitek vla, koulskoude, e c’hallas kaout ôtre da heuilh e vennad, hag ec’h eas en Kompagnunez Jezuz.

Eno e oe skouer an holl ; sentus oa war bep tra, war an treo bihannan kenkouls ha war an treo brasan ; ne rê van ebet ouz ar bed, ha n’en devoa nemet kasoni outan e-unan. E garante evit Doue a oa ken birvidik ma lake e gorf da deûzi tamm ha tamm ; gourc’hemennet a oe d’ezan distrei eun draïg bennak e spered diwar dreo an nenv, mes kaer en devoa klask tec’hel diouz an Otrou Doue, hen c’have bepred dirazan.

Er bla 1591, ar vosen a grogas en kêr Rom ; Loeiz a c’houlennas mont war-dro ar re glanv ; eno e pakas e varo. Tremen a reas da eizvet Gouel ar Zakramant, an 20 a vezeven 1591.

Daou vla warn-ugent tri miz hag unnek devez, n’en devoa ken.

Tri bla goude, e vamm a ’n em gavas gwall glanv hag a ’n em erbedas outan ; raktal e teuas d’ezi ar yec’hed. Hennez a oe kentan mirakl grêt gant Loeiz Gonzag goude e