Doue a skuizas erfin o welet Iziz kaledet en o fec’hejou, hag a roas da anaout d’e vignon Gwennole e vije beuzet hepdale ar gêr-ze gant ar mor.
Kerkent, Grwennole a bignas war e varc’h hag a redas d’ar gêr villiget da welet hag hen a c’hallje c’hoaz distrei diwarni brec’h an Otrou Doue.
Siouaz ! tremenet oa an drue. Pan arruas an abad santel, war-dro hanter-noz, sklujou Is a oa digor, hag ar mor a groze spontus, en eur veuzi an tïe, an dud hag al loened. Gwennole n’hallas sovetât nemet Gralon hepken. Ha kêr Is, evel Sodom, Gomor ha Babilon, a zo êt da netra ; hirie ar mor a ruilh dreist-i.
Da zav-heol, Gralon a bignas gant Gwennole war lein Mene-Hom ; ac’hane e tôlas eur zell truezus endro d’ezan, hag el lec’h ma oa ar gêr a Is, ne welas nemet mor Douarnenez. Kouezan reas d’an daoulin evit trugarekât Doue hag ar Werc’hez da vezan sovetaet e vue.
Pa zavas diwar e zaoulin, e welas o lugerni dindan an heol tosen Rumengol, a veze lazet warni tud en enor d’an doueou. Hag ar roue, beuzet en e zaerou, hag e zaoulagad savet warzu an nenv, a lavaras d’e vignon santel : « War an dosen-hont, gwestlet d’eun doue didrue, me a raio sevel eun iliz kaer d’ar Werc’hez ; hag el lec’h ma skuilher ar gwad da Deutatez, e skuilho Mamm Doue he grasou war Vreiz-Izel. »
Gralon a zalc’has d’e c’her. Lakat a reas sevel eun iliz d’an Itron-Varia en Rumengol, ha bezan en devoe ar joa d’he gwelet brudet en pevar c’horn Breiz-Izel.
Karet a rê mont di, gant e vignon ker, da bedi Mamm Doue evit e bobl ; ha pa varvas en Landevennek (505), etre divrec’h sant Gwennole, e kinnigas e ene da Zoue, en eur lavaret :
Itron-Varia Rumengol,
Miret ouzin na ’z in da goll !
Pedet ive ho Mab Jezuz,
Ma vezin gantan evuruz
Pevarzek kant vla a zo ma ’z eo maro Gralon ; hag ar Vretoned, bepred tud a fe hag a galon, o deus c’hoaz sonj eus o roue koz hag eus e vignon sant Gwennole. Pac’h eont, da Zul an Drinded, da bardon bras Rumengol, ha pa welont mor Douarnenez, Mene-Hom, Landevennek ha tour uhel iliz kaer an Itron-Varia Remed-Holl, e lavaront c’hoaz, an daerou en o daoulagad, en eur gerzet gant doujanz war douar ar zent hag ar rouaned :
Brasan burzudou a zo bet
Aman, en amzer dremenet ! [1]
- ↑ Telen Remengol.