Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/439

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Mezeven
439
sant bazil

Daoust ha n’hon deus ket pec’hed :

Dre dechou fall hon spered :
o tisprijout hon nesan,
o varn anezan re vuhan,
o klask gouzout diwar e benn treo ha ne sellont ket ouzimp ?

Dre dechou fall hon c’halon
o kaout gwarizi
droug
pe o terc’hel kasoni outan ?

Dre dechou fall hon teod
o c’hlabousat
o trouk-prezek
pe o tamall anezan en gaou ?

D’an trede, war hon deveriou en hon c’henver hon-unan

Daoust hag evez mat hon deus tôlet war hon skianchou ?
war sonjezonou hon spered ?
war c’hoantegeziou hon c’halon ?
war deveriou hon stad ?

N’eus den ebet c’hoaz heg en defe kavet an tu da vale difazi war hent ar zantelez, hep poz, gwech an amzer, da welet penôs e kerz. Greomp bemde hon examin a gonsians !




Pempzekvet devez a Vezeven


Santez Jermana Cousin
Gwerc’hez (1579-1601)



Jermana Cousin a c’hanas en Pibrak, en kichen Toulouz, er bla 1579. He zad Lauranz hag he mamm Mari Laroche a oa tud paour, poan bevan d’eze. Ar plac’hig a deuas er bed gant eur vrec’h fall ; gwasket oa ive gant droug ar roue, hag en he goug he devoa eur gouli euzus.

En he c’havel e oa c’hoaz pa varvas he mamm, hag he zad a addimezas. He lez-vamm he devoa bugale ha ne oa ket evit he gouzanv. Bue ar bugel yaouank a oe eta eus ar re galetan. En ti he zad ne oa netra eviti, ha gwech ebet n’halle tostât ouz an oaled. A-boan ma veze roët d’ezi lojeiz ha disc’hlao.

Difennet mat e oa da dostât ouz he hanter-breudeur hag he hanter-c’hoarezed. O c’haret a rê kalz, koulskoude, hag eur blijadur a vije bet eviti o diwall ha kemer perz en o c’hoariou.