Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/429

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Mezeven
429
santez mac'harit

Doue a roas d’ezi eiz krouadur, c’houec’h pôtr ha diou verc’h ; ober a reas aneze bugale fur, a oe he c’haeran kurunen.

He c’harante evit ar beorien a oa dispar. Pa ziskenne eus he lez, e veze war he zro an emzivaded, an intanvezed, ar beorien hag ar glanvourien a deue d’he zrugarekât evit he madoberou, pe d’en em erbedi outi evit kaout aluzennou neve.

Ne ouie ket lavaret nan da eun den reuzeudik.

Bep bla e rê daou goareïz, unan arôk goueliou Nedeleg hag eun all arôk goueliou Pask.

Bemde e lavare ofis bihan an Dreinded, hini ar Basion, hini ar Werc’hez ha hini an Anaon.

Eur c’hlenved hag a badas c’houec’h miz a gasas anezi d’ar be ; an dristidigez he devoe da welet o vont en he rôk he fried hag he mab henan lazet er brezel.

Mervel a reas d’ar 16 a viz du 1093.

He c’homzou divezan a oe : « Otrou Jezuz-Krist, c’houi hag ho peus, war goulenn an Tad, ha gant skoazel ar Spered-Santel, roët ar vue d’ar bed, o vervel evitan, dilivret ac’hanon breman. »

Sebeliet a oe, evel m’he devoa goulennet, en iliz kaer he devoa laket sevel en enor d’an Dreinded. Miraklou bras a c’hoarvezas eno war he be hag an Iliz a c’hallas lakat he hano war roll ar zent, er bla 1251.

Innosant XII, er bla 1693, a lakas ober he gouel, d’an 10 a vezeven, dre an Iliz a-bez.

————


KENTEL


An Dreinded Sakr


Doue a zo unan en tri ferson ; eur wirione eo ha ne dleomp ket kompren, rak mar hen grafemp, Doue ne vefe mui an hini a zo divent en pep doare ; eur wirione eo hag a dleomp kredi war lavar Doue e unan [1].

Mat eo d’imp ive sonjal alïes en tri ferson an Dreinded, rak dleour omp eus eun dra bennak da bep-hini aneze.

  1. Eur wirione eo dreist spered an den, hep bezan en e eneb. Ma klevfemp hano eus unan bennak hag a vefe êt eus a Vrest, da greiste nemet pemp, hag en em gavet en Pariz d’an tôl a greiste, grêt e hent gantan en pemp munut, e lavarfemp : « An dra-ze a zo dreist hon spered, ha n’omp ket evit hen kompren. » Ma klevfemp hano eus eun all hag a vefe êt eus a Vrest da greiste pemp hag en em gavet eu Pariz da greiste, e lavarfemp : « An dra-ze a zo enep hon spered ha n’hall ket bezan. »
    Hogen, ne lavarer ket : eun Doue en tri Doue, nag eur person en tri ferson ; lavaret a rêr : eun Doue en tri ferson ; an dra-ze a c’hall bezan gwir, ha bezan eo, p’eo eun dra embannet gant Doue e-unan.