Kastizan rê he c’horf, kousket a rê alïes war ar zolier, pe zoken, war an douar noaz, hag eus he frejou e tiouere ar pez a c’halle hep nec’han he zud.
He c’hoar a gouske er mêmes kambr ganti ; an dra-ze, avat, ne oa ket re eus he doare, rak n’halle ket en em rei, kement hag he devoa c’hoant, d’ar beden ha d’ar binijen.
A vihanik e westlas he gwerc’hded da Zoue hag e lakas he c’hoar d’ober evelti.
Anjela he devoa eur gened dispar hag eur pennad bleo melen eus ar re vraoan. Gant aon na teujent d’he lakat da gouezan er pec’hed, e pellaas diouti an dilhajou kaer, ha bep mintin, e walc’he he bleo gant dour lous, da derri o sked.
Dorn Doue, koulskoude, a bouezas start warnezi. Koll a reas abred he zad hag he mamm. Digemeret a oe gant eur eontr d’ezi. A-vec’h m’oa digouezet en e di, ma oe skoet he c’hoar gant eur maro trumm.
N’he devoa c’hoaz nemet daou vla warn-ugent, pa varvas ive he eontr, ha setu hi neuze he-unan-penn, hep den d’he c’hentelian.
Distrei a reas neuze da vourk Desensano, hag e c’houlennas digor en Trede-Urz sant Fransez. Kreski a reas he finijennou ; dindan he dilhad e touge eur gouriz reun ; bemde e tostae ouz an dôl zantel, hag he holl amzer a roë d’an oberou a drugare.
D’ar mare-ze, oa bras ar yenien en kenver Doue, ha kalz, zoken, a zileze o deveriou a relijion. Spered Anjela a boueze alïes war gement-se :
« An droug, emezi, a deu eus dizurz ar familhou, hag ar familh ne vezo biken enni bue vat, ma n’eo ket ar vamm eur gristenez c’houek. Red eo eta kelenn mat ar merc’hed yaouank. »
Mes penôs hen ober ?
Goulenn a reas digant Doue sklerijen, ha bezan he devoe. Eun devez, epad he c’housk, e welas eur skeul skedus ha warnezi eur maread gwerc’hezed a zave d’ar baradoz. D’ar mêmes amzer, eur vouez a lavare d’ezi :
« Anjela, na fallgalonet ket ; arôk mervel e savfet en Bresia eun Urz leanezed e giz d’ar re ho peus gwelet. »
Rei a reas kement-se da anaout d’eun nebeut merc’hed-all. Skoazellet gante, e vodas en he zi merc’hedigou ar c’harter da zeski d’eze o c’hatekiz. Gante ec’h ee ive da welet ar re glanv hag ar re baour en o lochennou. He daouarn a veze bepred digor d’ober an aluzen, hag ar c’homzou mat a goueze eus he muzellou a zistroas kalz a bec’herien ouz Doue.