Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/401

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 Mae
401
hor zalver jezuz-krist o pignal en nenv

Eno eta eo e fell d’ezan hon c’has gantan, nan, mar keret, m’hon defe kement a wir da vont eno hag en deus hen e-unan, mes mont a refomp koulskoude, abalamour ma fell d’ezan, ha kemer a refomp peurz en bue Doue e-unan. [1]

Aman ne welomp Doue nemet dre e skeud ; eno e welfomp anezan dre e sked, « tâl ouz tâl, evel m’eman. » [2]

Evit en em gaout eno, eo red d’imp kaout eur galloud ha n’hon deus ket : eur spered lemmoc’h evit an hini hon deus, eur galon tommoc’h evit an hini a zo en hon c’hreiz, evel m’eo red d’an er [3], roue al lapoused, kaout diouaskel ledan ha nerzus da nijal etrezek an heol.

Jezuz o roïo d’imp ; drezan, ennan ha gantan ’n em gavfomp gouest da dizout Doue.

Eur skeuden a lako ar wirione-ze da vont donoc’h en hon spered.

Setu aze eun den ha n’eo bet er skol biskoaz, n’en deus deskadurez ebet. Komzet d’ezan eus kaerder eun ton, kaerder eur skrid, kaerder eun dôlen, kaerder eur brezegen ; selaou a raïo ac’hanoc’h, mes n’ho kompreno ket. Galloud da anaout a zo ennan, koulskoude, mes ar galloud-ze a zo kousket. An den-ze, ma vije digoret e spered, a deuje da gompren an treo ha da vezan gouest d’o barn.

Evelse, ni ive a zo en hon eneou, hadet enne da ze hon badeziant, eur galloud dispar ha dianav evit c’hoaz : galloud da welet, galloud da garet. Pa deuio ar mare, dal ma paro warnomp

An heol ne ve morse mantellet gant an noz,
Hag a sklera dalc’h-mat liorzou ar baradoz,

ar galloud-ze, kousket epad ar vue-man, a ziwano, a vleunio, evel ma tiwan ha ma vleuni pep tra d’an nevez-amzer, hag hon graio gouest da welet ha da garet Doue, dre Hon Zalver, an Otrou Jezuz-Krist.

Hag an dra-ze a vezo an nenv.

  1. St-Per, I. 4.
  2. St-Pol, I. Cor. XIII, 12.
  3. Aigle e galleg.