Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/392

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392
26 Mae
sant philip neri

Miret a reont ouz an dud da drei da fall ; dre o labouriou, dre o c’homzou, dre o skoueriou, dre o zakramanchou, e lakont breinadurez ar pec’hed da bellàt. Yac’hât a reont pep tra ; rei a reont d’an den yec’hed e ene, ha dreze ive, yec’hed e gorf, rak an darn vrasan eus klenvejou ar c’horf a zo ar vammen aneze en gouliou an ene. Ar veleien eo holen an douar.

An holen ne ra vad ebet, nemet mesket a vefe gant ar pez m’eo laket da viret. Ar veleien ive, penôs e refont d’an dud ar vad en deus c’hoant Jezuz-Krist a rafent, nemet mesket a vefent gante ?

Hogen, hirie ne glasker nemet eun dra, dispartian a-grenn ar beleg diouz ar bobl ; hag an douflez a zo toullet etreze, eman ar gaou bemde o tonnât hag o ledanàt anezi. Ha koulskoude, ar beleg eo holen an douar.

Eur medesin bras, goude bezan tôlet evez, epad ugent vla, war ar pez a dremene endro d’ezan, a lavare kement-man :

« War 342 familh am eus gwelet dizurz enne, 320 n’eent na war-dro beleg na war-dro Iliz.

» War 417 den yaouank hag o deus tôlet, dre o dizurziou, an dismegans war o familh, n’am eus kavet nemet 12 hag o dije hentet ar veleien.

» War 25 krouadur digar en kenver o zud, 24 ne darempredent ket ar veleien ! »

Komz Jezuz-Krist a zo re wir : « Ar veleien eo holen an douar. »

Rak-se, tadou ha mammou, ma zo en ho parouz patronachou katolik, ho pugale n’hallont nemet kaout gonidegez en pep doare, evit o c’horf, o spered hag o ene, o tarempredi aneze.




Seizvet devez warn-ugent a viz Mae


SANT JUL
Soudard ha Merzer



En amzer gentan Dioklesian (285-305), ar gristenien a c’halle en em ziskouez ; sevel a rent ilizou er zav-heol, kenkouls hag er c’huz-heol. En eun tôl, o vezan bet laket pennadou ennan gant ar sezar Galer, e troas a-grenn eneb d’eze hag e tigoras an dekvet stourmad en o eneb, en eur deuler er-mêz eus an armeou ar zoudarded kristen a oa enne.

Er mare-ze eo e c’hoarvezas merzerenti sant Jul. Heman a oa eur zoudard koz hag eur c’hristen mat a zen.