Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/384

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
24 Mae
gouel an itron-varia


Pevare devez warn-ugent a viz Mae


Gouel an Itron-Varia
Skoazel ar Gristenien



Er stourmajou diniver o deus bet ar gristenien da c’houzanv epad ar c’hantvejou, int bet skoazellet bepred gant o Mamm vat, ar Werc’hez Vari.

Abalamour da ze, ar pab Pi V, goude brezel Lepant, elec’h ma oe dismantret en eun doare ken burzudus listri an Durked gant ar gristenien, a lezhanvas an Itron-Varia « Auxilium christianorum, skoazel ar gristenien, » hag a reas lakat al lezhano neve-ze en litaniou Loretta.

Er bla 1789, e oa poan e-touez an dud en Frans ; nebeut a emgleo ; re a binvidigez diouz eun tu ; re a baourente diouz eun tu-all, hag abalamour da ze, siou eleiz diouz an daou du.

Gwellât stad ar vro a oa ezom d’ober. Ar roue Loeiz XVI a c’hoantae hen ober tam ha tam ; ar franmasoned a zigasas an dispac’h ; epad dek vla, e c’helljod kredi e oa holl c’halloud an ifern dichadennet war rouantelez Frans. Loeiz XVI, ar roue merzer, a oe dibennet, d’an 21 a viz genver 1793 ; eur werc’hez neve, an doueez Raison, a zave he zrôn en iliz an Itron-Varia, d’an 10 a viz kerdu 1793 ; Doue, dindan an hano neve a Etre Suprême, a oe grêt e ouel kentan d’an 18 a vezeven 1794, gant Pariz a-bez, pôtred ar c’houarnamant er penn ; ar veleien hag an dud-chentil a oe lazet a verniou, an ilizou diskaret, al listri sakr gwerzet, ar c’hleier teûzet ; skrijus oa bevan war douar Frans. An dispac’herien ne oa ket awalc’h d’eze hadan an dismantr en o bro ; c’hoant o devoe ive d’ober o mestr er broiou-all tro-war-dro ; mont a rejont betek Rom (15 a viz c’houevrer 1797). Pi VI a oa neuze en penn an Iliz ; hep true ebet nag ouz e vleo gwenn nag ouz e renk, e oe stlejet eus a Rom da Zienn, eus a Zienn da Floranz, eus a Floranz da Valanz, elec’h ma varvas, d’an 29 a viz est 1799, en e eil vla ha pevar-ugent.

A drugare Doue hag ar Werc’hez, an Autrichianed hag ar Rusianed a ’n em glevas da argas ar Fransizien diouz an Itali uhelan, ar pez a roas tro d’ar gardinaled d’en em vodan en Veniz, da henvel eur pab neve. Eskob Imola, ar