Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/375

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Mae
375
sant bernardin a zienn

he skeuden, e lavare alïes : « Mont a ran da welet an hini a garan ; brasoc’h eo he gened evit hini holl verc’hed Sienn. »

Er bla 1400, ar vosen a grogas en Sienn. Bernardin, heb aon, a ’n em lakas da louzaoui ar re glanv. Epad ar pevar miz ma padas ar c’hlenved, e chomas noz-de en kichen gweleou ar glanvourien, bepred prest da rei d’eze o goulenn, ha war e vuzellou komzou mat ha karantezus, evit o c’hennerzi ha lakat o ene en stad vat da vont dirak Doue.

Nebeut goude, e c’houlennas digor en Urz sant Fransez. Evitan da vezan beleg, e blijadur oa ober al labour disteran eus ar gouent ; ha pa veze karget a zismegans, neuze e veze al laouennan. Kaset da gestal dre gêr gant unan-all eus e vreudeur, eur vandennad bugale divergont a ’n em lakas da deuler mein war o lerc’h. Ar manac’h hen heuilhe a c’hrozmole ; ar zant a lavaras d’ezan : « Ma breur, bezomp sioul ; ar vugale-ze a ro tu d’imp da gaerat hon c’hurunen er baradoz ! »

Prezek a reas er c’hêriou brasan eus an Itali, ha gant kement a frouez ma oe gwelet an dud o vont war wellât, ha kalz pec’herien o tizrei ouz Doue.

E deod a oa lemm evel eur c’hleze, ha n’eus forz pegen kaledet e veze an ene, e teue a benn da lakat ar wirione da zankan enni.

Ouz e glevet, al laeron a restôle, an enebourien a ’n em unane, hag an dud stag o c’halon ouz an arc’hant a ranne o danve etre ar beorien. An dud diboell a zigase d’ezan benviou o c’hoariou risklus ; ar merc’hed, ar ficherez hag an arc’hantiri a c’holoe o dilhajou, hag o devoa grêt d’eze koll kement a eneou.

Karante Bernardin evit Jezuz a oa bras, ha kammed ne roë eur brezegen hep lavaret an hano santel-ze. Alïes, en fin e zarmoniou, e tiskoueze d’ar bobl eun dôlen, J. H. S. warnezi, en lizerennou aour, gant eur gurunen a sklerijen tro-dro d’eze. Pedi rê neuze ar re a veze ouz e selaou da zaoulinan ha d’en em unani gantan evit adori Salver ar bed.

Eleiz a gavas abeg ennan hag a oe mall gante e damall. Ar pab Martin V a lemmas digantan, evit pad e vue, ar galloud da brezek ar fe.

Ar manac’h santel ne glaskas ket, zoken, en em zifenn ; mes ar pab a deuas da welet e oa bet tamallet en gaou, ha goude bezan grêt eun enklask war ar c’henteliou a roë d’ar bobl fidel, e reas e veuleudi hag e roas d’ezan ôtre da brezek elec’h ma karje.