Ouz e glevet, arc’heskob Valanz a lavare : « Da betra e talv d’imp hon deskadurez hag hon levriou, pa deu ar re dizesk da anaout ar relijion gwelloc’h evidomp, dre an humilite hag ar beden ! »
Rener bras Urz sant Fransez, Kristoph a Cheffon, a oa neuze en Pariz. Bro-Frans a oa dismantret d’ar mare-ze gant an hugunoded [1] ; lazan ’rênt hep true kement manac’h a goueze etre o daouarn. Diês bras oa eta d’ar venec’h a ziavêz-bro kas o liziri d’o jeneral.
Paskal, meur a wech, a oe karget eus ar c’hefridi-ze. Laouen e veze bepred o vont en hent, leun a flzians en madelez Doue. Evit eur veach a dri-c’hant leo, ne gase gantan na botou na bara.
Tost da Orleans, e kouezas etre daouarn an hugunoded :
— Lavar d’imp, emeze, ha Jezuz a zo en sakramant an ôter ?
— Ya ! eme al lean, ken dinec’h ha tra, eman ennan en gwirione !
Yudazerez a oe grêt d’ezan evit e lakat da nac’h e fe, mes netra n’hen trec’has.
Dizro d’ar Spagn, Paskal a dalc’has, dre e skoueriou, da gennerzi e vreudeur war an hent mat. Ar venec’h-all a deuas d’ober kement a stad anezan, ma veze gwelet ar re zesketan o c’houlenn kuzul digantan.
D’an oad a zaou vla ha hanter-kant, uzet dre e binijennou ha muioc’h c’hoaz dre dân karante Doue, goude bezan bet e zakramanchou divezan, e roas e ene d’e Grouer, d’ar 17 a viz mae 1592.
Grêt a oe d’ezan eun enterramant eus ar re gaeran ; e gorf a oa lezet dizolo en e arched ; gwelet a oe e zaoulagad o tigeri hag o serri, etre diou wech, d’ar gorreou, en oferen. Ar burzud-ze, hag eleiz a re-all a c’hoarvezas war e ve, a reas d’ar pab Alexandr VIII hen lakat en renk ar zent, er bla 1680. Leon XIII, er bla 1897, en deus e roët da batron d’an holl breuriezou a labour da gas dre ar bed anaoudegez ha karante evit Hon Zalver Jezuz-Krist en sakramant an ôter, meulet ra vezo.
J. B. M.
War an ôter eman Doue, ken gwir ha ma oa war blouz kraou Bethleem, e wele kentan ; ken gwir ha ma oa war goal kroaz mene Kalvar, e wele divezan.
- ↑ Lezhano roët d’ar brotestanted.