Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Mae
361
sant yan-vadezour a zal

lenn, ha war varlen e vamm e teuas abred da garet Doue.

Eur eontr d’ezan, Per Donet, chaloni en iliz-veur Reimz, o welet spered lemm ar bugel hag e c’hoant da vont da veleg, a lezas gantan e garg ; n’en devoa c’hoaz neuze nemet pempzek vla. Mont a reas goude-ze da Bariz da beur-ober e studi, ha beleget oe en Reimz er bla 1678.

E dad hag e vamm a oa maro d’ar mare-ze, o lezel gantan o danve hag e vreudeur hag e c’hoarezed bihan da zevel ha da gelenn.

Eur garg ponner ’chome gantan, hag eur bla goude e oe ponneraet c’hoaz. Eur wreg pinvidig eus kêr hen pedas d’ober skol da bôtred paour Reimz. Adalek neuze e tigoras dirakan hent ar groaz, hag an hent-se a heuilhas betek e varo.

Evit ren gwelloc’h a ze e vistri-skol, e roas digemer d’eze en e di. E gerent a yeas droug enne o welet eun den eus e renk o vevan gant tud ken izel. Kement a rejont ma oe lemet digantan e vreudeur hag e c’hoarezed. Yan-Vadezour a oe glac’haret, mes stagan a reas startoc’h a ze gant e labour.

Ne gemere er skoliou a zave nemet bugale baour ; kalz a boan a veze gante, nebeut a arc’hant dioute, ha koulskoude, ar vistri a renke en em vevan hag en em wiskan.

Rak-se, kalz eus ar vistri, gant aon rak an amzer da zont, a glaske eur stad a vue gwelloc’h. Yan-Vadezour, evit o derc’hel gantan, a roas d’eze skouer ar baourente o ’n em ober paour evelte ; dilezel a reas e garg a chaloni, hag epad ar gernez a arruas er bla 1684, e roas e holl vadou (ouspen daou-ugent mil lur) d’ar paour.

E gerent hag e vignoned hag eleiz a veleien a lavare e oa kollet gantan e benn ; ar zant a lôske an teodou da vont endro hag a dalc’he gant e labour. Doue a skuilhas warnan e vennoz ; ar vistri-skol, gonezet gant e skouer, ne weljont mui en o labour eur boan hag a c’houlenn pae, mes eul labour hag a ra plijadur da Zoue ha vad d’ar paour.

Evit o bodan en eun Urz neve, ne oa mui nemet rei d’eze eur gwiskamant hag eur reolen a vue.

Kement-se a oe grêt goude eur retred, d’ar 27 a viz mae 1684. Urz Breudeur ar skoliou kristen a oa savet mat, ha Yan-Vadezour a Zal eo en devoa e ziazezet.

Beneat XIII hen ôtreas.

Yan-Vadezour a varvas en Rouan, en e eiz vla ha tri-ugent, d’ar 7 a viz est 1719. E gorf a oe sebeliet en chapel e vreudeur. An dispac’h a lezas e ve en peuc’h, ha Leon XIII, epad Jubile bras 1900, hen lakas etouez ar zent.