akom a deuas war an douar ’barz an Thebaïd, evel eur rozen e-touez ar spern ; seul-vui e poanie e gerent d’e drei war ar relijion bagan ha seul-vras oa an euz a deue da gaout outi.
Epad ma oa soudard, o tremen dre Dheb, e oe digemeret ken mat gant kristenien ar gêr-ze, ma c’hoantaas heuilh eur relijion hag e oad ken karantezus enni en kenver an nesan.
Prest goude e vadeziant, e reas anaoudegez gant eun den koz, e hano Palemon, a oa o serviji Doue e-unan-penn, pell diouz trouz ar bed, en dônder ar gouelec’h.
Goulenn a reas outan e gemer da ziskib.
— Bara ha holen eo ma magadurez, a lavaras d’ezan ar manac’h koz ; an hanter eus an noz a dremenan o kanan ar psalmou pe o studian ar Skritur-Zakr !
— N’eus forz, eme Bakom, dre ho pedennou am bezo, digant Hon Zalver Jezuz-Krist, nerz da ren ar vue a renet.
Palemon, o klevet Pakom o komz evel ma rê, hen miras gantan. Ar manac’h yaouank a zalc’has d’e c’her ; war an de e yune hag e laboure ; pa deue an noz, e tremene an hanter anezi o pedi ; pa zigoueze gantan moredi, Palemon a lavare d’ezan : « Tol evez, Pakom, gant aon na deufe an drouk-spered d’az touelli ha da zismantr hon labour. »
Eun devez, Pakom a oa diskennet da zastum keuneud ha ne gavas ket e hent da zistrei d’e ermitaj.
Mont a reas betek Taben, war lez an Nil.
Evel ma pede Doue da gaout true outan ha d’ober d’ezan kaout e hent, e klevas eur vouez hag a lavare : « Chom aman, Pakom, ha sav aman eur manati, rak eleiz a dud, evit en em sovetât, a deuio da vevan dindannout, hag e reni aneze etrezek ar baradoz gant ar reolen a roïn d’it. »
Ar c’hentan diskib en devoe Pakom e oe Yan, e vreur henan. Ouspen kant-all a deuas goude.
« Meneziou an Thebaïd, eme sant Athanas, zo leun a gristenien ’zo noz-de o kanan ar psalmou, o studian, o yun, o pedi, o labourat, abalamour d’eze da c’hallout ober