Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Santez Monika
Santez Monika


Pevare devez a viz Mae


Santez Monika
Intanvez, patronez ar mammou kristen
(332 - 388)



Monika a oa ginidik eus Tagast, en Afrik. He zad hag he mamm a oa kristen ; a vihanik e tiskouezas bezan troet war ar beden ha war an aluzen.

Da daou vla warn-ugent, he zud he dimezas d’eun dijentil eus a Dagast, e hano Patrik, an hanter kosoc’h eviti. Kerse a gavas o vont eus ar gêr, rak he fried, ouspen ma oa pagan, a oa eur gwall den, hag he mamm-gaer a oa ken gwaz-all.

Koulskoude, Monika, elec’h fallgaloni, o welet en peseurt toull e oa kouezet, a glaskas an tu da wellât he gwaz. Biskoaz ne lavaras d’ezan eur ger treuz ; elec’h rei kenteliou d’ezan, e roë skoueriou ; elec’h e c’hourdrouz, e c’houzanve anezan ; elec’h e gasât, e garet eo a rê. En doare-ze, a nebeudou, e teuas a benn d’e wellât, ha d’ober eur c’hristen anezan. Pa varvas, dour ar vadeziant, war e c’houlen, a redas war e dâl.

An Otrou Doue, evit ober da Vonika kaout skanvoc’h poaniou ar vue, en devoa laket tri grouadur da laouennât he zi : Augustin, Navigius ha Perpetua. Gwasan a oa, dre ma c’honeze he fried, e kolle he mab henan.

Eur pôtr lezirek oa ; ne gare nemet ar c’hoari hag ar blijadur. Kaset e oe d’ar skol da Garthaj hag eno en em gollas krenn. Da naontek vla, en devoa dizenoret