Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/322

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Miz Mae


————


An Amzer goude ar Pantekost


————


Aboue an Azvent betek ar Pantekost, an Iliz he deus dispaket dirakomp, tôlen ha tôlen, dre lidou ha pedennou kaer, bue Hon Zalver Jezuz-Krist ha mysteriou ar relijion.

Pep gouel, pep myster en devoa e liou, e vlaz, e vertuz ; digas a rê d’e heul, ’barz ine ar c’hristen, eur c’hras ispisial, hag an holl grasou-ze en em gleve da stumman anezan diouz stumm ar C’hrist, an hini oa ar vammen aneze.

Ar Spered-Santel a oa e garg peurober al labour-ze ka chom gant an ine, da harz na vije dismantret.

Adalek ar Pantekost betek an Azvent, ar c’hristen eta a zo anezan ’vel eun eil Krist, o vevan diouz ar vue dreist-natur diwanet en e greiz epad al loden gentan eus ar bla.

O vezan unanet gant Doue, e zaoulagad a zo karget mui-ouz-mui a sklerijen, e galon a nerz, gant ar mysteriou hag ar goueliou a c’hoarvez er c’houlz-man ; o c’helennadurez a sko don ennan : goueliou an Drinded, ar Galon-Zakr, re ar Werc’hez Vari hag ar Zent a ginnig pep-hini eur vagadurez c’houek a ra d’ezan ’n em stagan gant dudi ouz kement a zo abeurs Doue ha ’n em distagan a galon vat ha gant prez eus holl dreo divlaz ha noazus an douar.

E kerz an amzer goude ar Pantekost, an ine, bet krouet enni bue ar c’hras, a zo, ’vel pa lavarfen, o tarevi he freuz dindan grouez ar Spered-Santel.

Koulskoude, ar vue n’eo ket achu hag an emgann a bado keit ha hi. Setu perak, goude tremenet amzer ar Pantekost, an Azvent a dizro adarre hag a adkrog da stumman gwelloc’h-gwell ar c’hristen diouz hon Zalver Jezuz-Krist.

Evelse vo bep bla, ken ma vo achu reuz ar vue-man, ka tizet ganimp, ’n eun doare gwell pe welloc’h, ar skouer dizoloet dirakomp, skouer an holl barfetegez, ar C’hrist.

Miz mae a zo gwestlet da enori an Itron-Varia, Mamm Doue. Peurvuian, en tiegeziou hon bro, eman ar gustumans vat da lenn, bep noz, Miz Mari, war-lerc’h Bue ar Zent, epad ar miz-man.

Netra gwell eget derc’hel gant ar c’hiz-ze elec’h eo bet miret betek hen, hag he adsevel elec’h eo bet koueet.

Setu aman hanoiou levriou Miz Mari, en brezoneg Treger pe Leon, hag a vije gallet lenn en tiegeziou kristen :

Levr Bugale Mari, gant an ôtrou Chatton (yez Treger) ; Miz Mari ar C’halvar, gant an ôtrou Kerjan (yez Leon).