Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302
23 Ebrel
sant jorj

Sant Jorj


Trede devez warn-ugent a viz Ebrel


SANT JORJ
Ar merzer bras (280-303)


Magnum et memorabile nomen :
Setu aman eun hano kaer ha divarvel.


Jorj a c’hanas en Lyda, er Palestin, er bla 280. Da seitek vla, ec’h eas d’an arme. Bezan oa eun den kaer, seven, speredek, ha ne zaleas ket da vezan hanvet da ofiser en ged an impalaer Dioklesian, a oa neuze o chorn en Nikomedi.

Jorj a oa kristen. Epad pevar pe bemp bla, e c’hallas serviji e impalaer hep nac’h e Zoue, rak Dioklesian, daoust ma oa pagan, a leze pep frankiz gant ar re a oa endro d’ezan da heuilh ar relijion a garent ; evelse, e wreg Priska hag e verc’h Valeria a oa kristen.

Mes ar Sezar Galer, e vab-kaer, eun den goue ha dizesk, a c’hoarias ken brao dre zindan, ma teuas a benn da lakat Dioklesian da gounnari ouz ar gristenien.