kouls ma c’houlennas bezan digemeret da vat. Seiz vla warn-ugent a oa.
Pa oe hanvet Lanfrank da arc’heskob en Kantorbery, Anselm a reas skol en e blas, ha pa varvas an abad Harluin, e oe hanvet gant an holl da gemer e garg.
Gwilherm ar Rouz (1087-1100) ken fall evel kristen ha ma oa evel roue, a oa neuze en penn Bro-Zôz. C’hoant en devoa da vezan ken mestr war dreo an Iliz ha war dreo ar vro. Rei a rê an eskoptiou hag ar manatiou d’ar re a ginnige ar muian d’ezan, hag alïes, zoken, e chome eur pennad arôk hanvan den ebet enne, dre ma koueze en e yalc’h ar gonidegeziou a c’helled ober enne, keit ha ma chome goullo ar garg.
Evelse, da varo Lanfrank, e lezas arc’heskopti Kantorbery pevar bla hep pastor : mes o vezan kouezet klanv, e teuas doan d’ezan hag e hanvas (1093), abad ar Beg, sant Anselm, da arc’heskob en Kantorbery.
N’helled ket bezan kouezet gwelloc’h.
Gwasan oe, Gwilherm, pa bareas, a gouezas en e bleg koz. Derc’hel a reas gantan ar madou iliz ha dismegans a reas d’he gwiriou. Anselm a enebas, ha pa welas n’helle mui ober vad ebet en e eskopti, ken gwall-gaset oa, ec’h eas da Rom, elec’h ma oe digemeret gant enor gant ar pab Urban II. Urban a skrivas eul lizer da roue Bro-Zôz, da c’hourc’hemenn d’ezan lezel an ilizou en peuc’h ha resteuler d’an arc’heskob ar pez a vire outan eneb pep lealded.
Prest goude, Gwilherm a varve. Anselm a oa en Lyon, p’en em gavas gantan kelou ar maro. Herry, breur Gwilherm, a bignas neuze war drôn Bro-Zôz. Kentan reas a oe digemenn da arc’heskob Kantorbery dizrei d’ar gêr.
An emgleo etre Herry hag Anselm ne badas ket pell. Herry en devoa c’hoant da vezan pab ha roue er memes amzer ; c’hoant en devoa e raje arc’heskob Kantorbery eskibien eus an holl veleien a vije bet kavet mat gantan.
Anselm a enebas.
« An neb ne zent ket ouz ma gourc’hemennou, a lavare ar roue, n’en deus gwir ebet da chom ken em rouantelez. »
Ar zant a respontas :
« Koz on, hag andraf on deut da vezan. Ar pez am eus c’hoaz a nerz a c’hell mont diganin. Mont a rin, koulskoude, da Rom ; n’ ho pezo biken netra diganin hag a c’hellfe ober gaou ouz enor ha liberte an Iliz santel. »
Ar pab Paskal II a eskummunugas ar re a roë aliou fall d’ar roue. Heman a blegas ; hiviziken, n’eo ket hen a