ket amzer, war ho meno, da zispenn ar c’houmoul tenval a zigas ar c’homzou-ze en ho spered. Beb-eil mare, ho c’hoarezed hag ho priejou a lavar d’ac’h, evel Mari-Madalen hag ar gwrage santel d’an Ebestel : « Gwelet hon deus an Otrou ! » hag en gwirione, ouz tôl ar Zakramant, en em gavont gantan, tâl ouz tâl, kalon ouz kalon.
C’houi ive, leal hag eün, evel ma ’z oc’h, eun de pe de a welo an Otrou en don hoc’h ene, ha c’houi, d’ho tro, a gouezo d’an daoulin da lavaret d’ezan, evel sant Thomas : « Ma Otrou ha ma Doue ! »
Eus a hanter-varo ma oa, ho fe a deuio da vezan birvidik.
Enebourien Jezuz a oa e-tal ar groaz hag a heje o fenn hag a c’hoarze gwap : « Breman, emeze, eo d’ezan diskouez e c’halloud ha dlskenn eus e groaz ; neuze ni gredo ennan ! »
Enebourien Jezuz, d’abarde Gwener ar Groaz, a oa lorc’h enne ; deut oant ken brao a benn eus o zôl ; e oant o vont adarre da vezan ar vistri en Jeruzalem ; ar c’halloud o devoa kollet epad ma oa Jezuz-Krist en bue, a zizroje d’eze hepdale.
Koulskoude, dre douez al lorc’h, eur bodig enkrez bennak a ziwane en o spered : Jezuz a oa diou pe der gomz d’ezan hag a rê nec’hamant d’eze.
— Evel m’eo chomet Jonas tri devez ha ter nozvez en kof eur pesk, evelse mab an den a chomo tri devez ha ter nozvez en goueled an douar.
— Diskaret Templ Doue hag en tri devez me hen savo a neve !
— Pignal a reomp da Jeruzalem ; mab an den a vezo laket etre daouarn Prinsed ar Veleien hag an Doktored ; kondaoni a refont anezan d’ar maro, mes hen a zavo d’an trede de !
En noz etre ar gwener hag ar zadorn, enebourien Jezuz-Krist, gant ar c’homzou-ze war o sperejou, ne gouskjont ket kaer, ha d’ar zadorn meur a hini aneze a yeas da gaout Pons-Pilat : « Deut zo zonj d’imp, emeze, en deus an toueller-ze lavaret pa oa c’hoaz en bue : « Sevel a rin a varo da veo a-benn tri de. »
» Roët eta urz da viret ar be epad tri devez, gant aon na deufe e ziskibien da gerc’hat e gorf dre laer, d’e da rei da gredi, goude-ze, eo savet eus a varo da veo ; rak an touellerez-all-ze a vefe gwasoc’h evit ar re diagent. »
Pilat, deut da skuizan gante, pa oa re zivezat, a lavaras : « Mes tud ho peus, gret ar c’hed hoc’h-unan. »
Hag i d’ar be, siellan ar men ha lakat tud dindan o armou en kichen. Nag ar ziell, nag an armou ne virjont ket ouz Jezuz da zevel eus ar maro.
Pa deu ar zoudarded da gemenn d’eze ar burzud a oa c’hoarvezet, e kresk o fallagriez.
Lazet o devoa Jezuz ; arabad d’ezan bevan ken !
En em vodan a reont ; pôtred ar c’hed a zo galvet, hag e roont d’eze arc’hant evit embann e oa deut diskibien ar C’hrist da zamman e gorf epad ma oant kousket.
Hag evel ma c’hellent kaout aon da vezan kastizet, ma teujed da anaout ar gaou warneze, e lavarjont d’eze : « Bezet dinec’h, ni ho tifenno, ouz red. »
An dud-ze a zo disleal ha kamm ; aon o deus rak ar wirione : c’hoant o deus d’he mougan. Jezuz-Krist n’en em ziskouezo ket d’eze !
Eur skeuden eo an dra-ze eus ar pez a welomp endro d’imp. Bezan zo tud hag a zo deut, a nebeudou, da vougan ar fe a oa enne ! siellet o deus anezi en donder o eneou ha gedourien o deus laket da