Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
15 Ebrel
sant per gonzalez

vrasan preder oa silvidigez an eneou ; ar studi, an diskuiz, an dibri hag an evan a dremene war-lerc’h.

Ar vrud eus e zantelez ne zaleas ket d’en em vrudan buhan dre ar Spagn a-bez, ha Ferdinand III a c’hoantaas e welet en e gichen, evit kaout digantan skoazel e aliou hag e bedennou, epad ar brezel a rê d’ar Vorianed, a oa deut da vezan mistri war al loden vrasan eus ar Spagn.

Per a reas eur vad vras en lez ar roue. Tudjentil skanv-benn a glaskas ober d’ezan bezan henvel oute hag a gasas eun devez eur vaouez fall d’e douelli. An den santel, evit diskouez d’ezi brasder he fec’hed, a ’n em dôlas diraki war ar glaou beo. Ar wreg, estlammet o welet kement-se, a gouezas d’an daoulin hag a c’houlennas pardon ouz Doue hag ouz ar zant. Heman n’en devoa ket bet au disteran droug e zilhad, zoken, ne oant ket bet devêt ; miret oa bet d’ezan e gorf hag e galon diouz pep droug.

Per a heuilhas Ferdinand en e holl vrezeliou. Pa oe kemeret Kordou (1236), e viras ouz ar Spagnoled da skuilh, heb ezom, gwad o enebourien ; tier-pedi ar Vorianed a oe grêt ilizou aneze. Prest goude, e kuitaas al lez hag en em lakas da brezek d’an dud diwar ar mêz, en eskopti Tuy hag en hini Kompostel. E vrasan plijadur oa komz d’an dud a vor : mont a rê d’o c’hlask er porziou ha betek, zoken, war al listri.

Eun devez ma prezege war ar Minho, e welas eleiz a dud a glaske treuzi ar ster-ze, dre eur roudousven hag a oa eun danjer mont drezi. Ar zant a c’hoantaas sevel eno eur pont. Labour hirr ha koustus a oa da gât gantan, mes an den santel a astennas kement an dorn a-gle hag a-zeou ma teuas brao a benn eus e dôl.

Eun devez-all, e prezege en Bayonn hag eleiz a dud a oa ouz e selaou ; a greiz ma komze, eur barr arne a zavas hag an holl a oa prest da redek da glask an disc’hlao : « Chomet, ma mignoned, a lavaras ar zant. Doue a zispenno dirakoc’h ar c’houmoul-ze, hep ma vefet glebiet an disteran. » Hag e reas sin ar groaz war ar wabren. Ne gouezas ket eur berad dour war ar bobl a oa a bep tu d’ezan.

Goude bezan hadet komzou Doue endro d’ezan, epad dek vla, hep distag, e koueas klanv en Tuy hag e varvas eno, da zul ar C’hasimodo (1246). Eskob Tuy a reas e sebelian en e iliz-veur. Kalz a bareansou a c’hoarvezas war e ve. Daouzek vla hepken goude e varo, nao-ugent den, darn lor, darn-all perc’hennet gant an diaoul, darn-all dall, bouzar ha mut, deut da bedi ar zant en iliz m’oa beziet, o doa kavet ar pare eus o c’hlenvejou.