Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 Ebrel
273
santez ida

Ar glanvourien, an intanvezed hag an emzivaded a oa an tostan d’he c’halon. Plijadur a gemere oc’h ober gwiskamanchou-ôter ha dilhad-oferenna. Labourat a reas kalz gant he fried da lakat kempenn ilizou he bro.

An hini he devoa kemeret evit kentelian anezi war hent ar zantelez oa sant Anselm, unan eus an dud furan eus e amzer. Etouez skridou ar zant-se, e kaver meur a lizer a gasas da Ida. Gwech he galve « ma c’hoar muian-karet » ; gwech, « ma merc’h muian-karet en Jezuz-Krist, » hag ouspen eur wech, e teuas da Voulogn d’he gwelet, evit lakat karante treo an nenv da greski muioc’h-mui en he c’halon.

Dre he fedennou birvidik, e c’hallas he mab Godefroy bezan trec’h d’ar Vuzulmaned, ha diframman adre o daouarn be Hon Zalver Jezuz-Krist. Epad ma oa o pedi, en iliz an Itron-Varia a Drue, en Boulogn, Doue a roas d’ezi da anaout e oa neuze he mab o kemer Jeruzalem hag o vont ebarz gant ar groazourien.

Mervel a reas d’an 13 a viz ebrel 1113. War he be e c’hoarvezas meur a virakl da destenian he santelez.

————


KENTEL


Dudi an tiegeziou niverus


Laket en hon liorzou, bep bla, kalz a vleuniou,
Ha da gutuilh aneze, kalz a vugaligou.

Na pegen koant, eme an tad Monsabre, eo mousc’hoarz ar bugel ! Henvel eo ouz eur bann-heol, ha seul-vui a vousc’hoarzadennou a ve, ha seul-vui e splanna an oaled.

Ra gresko ho niver, krouadurien dudius ! Leuniet an ti m’oc’h ganet ennan, gant ho youc’hadennou hag ho kanaouennou. Doue a gar ho kwelet hag ho klevet. Mager evned ar c’hoajou ha lili ar prad, fellout a ra d’ezan, dreist-oll, bezan Doue an tiegeziou niverus. Evite eo e vir e wellan bennoziou, ha rei a ra d’eze eur goantiri touellus a denn warneze karante, trugare, ha madelez ar c’halonou eün.

Eno n’eman ket ar sioulder o nezan dilhad kanv, evel ma ra en tiegeziou goullo ; eno n’eman ket ar gerent o koll o bugale, gant pep seurt moumounerez, evel ma c’hoarve pa ne ve nemet eur pennher ; elec’h rannan ar garante, an niver ne ra nemet he c’hreski. Eno, pa ve diank unan, n’eo ket diank an holl, ha pa varv unan, e chom re-all ; war-lerc’h ar vleunien a gutuilh Doue, e chom c’hoaz bleuniou lirzin a garer muioc’h a ze, evel evit en em zigoll diouz tôliou yud an Ankou. Eno eo red labourat, rei hag en em rei, ar pez a lak plegiou mat da zont er vugale, hag a dremen goude a rumm da rumm.

Eno zo danve sent d’an Otrou Doue da leunian e varadoz ; danve soudarded d’ar vro d’en em boblan ; tud a galon da c’honid ar bed. Rouantelez an douar a zo d’an tiegeziou niverus.